Siwazh dezhe n’hallo ket ar PCF hag ar PS sevel o mouezh a-enep ar « faskouriezh » hag an « nazied » ar wezh-mañ : d’ar c’hentañ a viz mae zo bet taget pe adlivet rakstal boutikoù an daou strollad eus an tu-kleiz gant luganioù… eus an tu-kleiz ! « Rosa Luxembourg he defe kemeret mezh » ha « sokial-treitour » (e galleg evel just) a zo bet taget e-pad an noz etre ar c’hentañ hag an daou a viz mae.
Setu ur gwir freuz fregañ etre kamaladed aze ! Respontet o deus an daou strollad e oa luganioù eus an « amzer gozh, strizh a spered ha sekter ». Savet o deus klemm ar PCF hag ar PS.
Eüruzamant ne viro ket ouzh an daou strollad da emezeliñ en un « Talbenn ar Bobl » nevez bennak pa vo galvet an « tu-kleiz d’en em strollañ » en-dro dirak « gourdrouz ar fachism » gant Jean-Luc Mélenchon hag e re.
E Douarnenez emañ kichen-ha-kichen boutikoù ar PS hag ar PCF, straed Dugay-Trouin.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.