Emañ an emsaverien evit yezhoù Breizh oc’h en em enkreziñ er mare-mañ. Rak gouzout a reont ne vo ket amann war c’horre ar bloaz-mañ evit o c’hevredigezhioù gant ar ran
N’eus ket arc’hant ken. E neblec’h ! Ridet ar yalc’hoù ! Yalc’hoù an dud vunut met ivez yalc’hoù an ensavadurioù lec’hel. Met e-barzh petra e vez dispignet an arc’hant publik e Breizh eta ?
- D’al lun 2 a viz even e oa bet votet 100 000€ evit SOS Méditerranée gant an tu-gounid. 510 000€ war 5 bloaz !
- Ar Rannvro a ro arc’hant d’ar « c’hreizennoù LGBT » evel Iskis e Roazhon (setu amañ roll an darvoudoù a zeu aozet gant Iskis)
- Ar Rannvro a ro arc’hant evit « gwarantiñ an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred » e Breizh. Ha perak ? E Breizh, war-bouez e « kartchieroù » zo ar baotred hag ar merc’hed n’int ket ingal ?
- Ar Rannvro a lak arc’hant e raktresoù evit stourm a-enep ar « gwallziforc’hioù el liseoù« . Eus peseurt « gwallziforc’hioù » a zo kaoz amañ hervezoc’h ?
- Ar Rannvro a lak arc’hant er « C’hengred Etrebroadel » : ar « c’hoñvers reizh » gant broioù an Trede Bed (adanvet « Broioù ar su »), ar raktresoù en Afrika pe pelloc’h, …
Dav eo dibab ! Ar brezhoneg hag ar gallaoueg pe ar wokism ? Ar brezhoneg hag ar gallaoueg pe ar Meurramplaserien ? Ar brezhoneg hag ar gallaoueg pe ur raktres a greizenn « eko-reizh ha LGBT friendly » en Togo ?
Huchet e vo gant an Emsaverien evel boaz pa vo embannet ar budjedoù met n’o deus ket c’hoant da welet an traoù evel m’emaint. Gant ar Rannvro e vez foranet hon arc’hant, arc’hant ar Vretoned, e traoù didalvoud pe ideolojikel. E raktresoù wok pe ramplasour. Hag an arc’hant-se an hini eo a vank evit hor yezhoù.
Arabat gouelañ ma vez nullet postoù er c’hevredigezhioù evel Diwan pe me oar : dav eo paeañ ar wokism hag ar Ramplasiñ Meur !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.