Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Joa e oa gant Loïg Chesnais-Girard, prezidant ar Rannvro, d’ar mintin gwener 13 a viz c’hwevrer, kelaouiñ an dud e oa savetaet ar Programm Stummañ Kelennerien Galleg-Brezhonek (PPPE) hag a stumm kelennerien nevez evit ar skolioù brezhonek. Setu ar pezh en deus kaset war ar rouedadoù sokial :

« Un trec’h eo evit yezhoù Breizh. Un trec’h evit ar re a stourm bemdez evit treuzkas ar brezhoneg d’hon bugale. Abalamour da adreizh stummadur kentañ ar gelennerien e oa lakaet ar Programm Stummañ Kelennerien Galleg-Brezhonek (PPPE) en arvar. En em savet omp neuze. Gant ar c’hevredigezhioù, gant an dilennidi, gant holl zifennerien hor yezh. Hag hor mouezhioù zo bet klevet.

Kenderc’hel a raio an hentenn bet roet lañs dezhi e 2022 e Brest. Gwelloc’h c’hoazh, digoret e vo ur programm nevez e Roazhon e 2027.
Stummañ kelennerien divyezhek a warant dazont ar Brezhoneg. Reiñ a ra tro d’hor bugale da greskiñ gant hor yezhoù e Breizh, gant hor sevenadur hag hor lorc’h.
Rak ur nerzh eo yezhoù Breizh. Hon identelezh int. Breizh int. »
Gant ar program-mañ e fell d’an Deskadurezh-Stad ha d’ar Rannvro stummañ kelennerien nevez evit an 20 000 bugel a zo skoliaetet en hentennoù divyezhek (Divaskell, DivYezh) pe dre soubidigezh (Diwan). Hag ezhomm zo rak bep bloaz e vank kelennerien ha gopraet vez diwar vall ha betek re, tud ha n’int ket stummet evit bastañ da ezhommoù ar filierennoù !
Foto : Rannvro Breizh

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.