Ar sizhun paseet e oa deiz ar c’huzul-kêr e Karaez. Izold Gwengan, ur vaouez a galite, ur vouez speredek ha broadelour a gemeras ar gaoz e brezhoneg. Un dra normal e Karaez kar brezhoneg eo yezh ar vro er Poc’her evel e Breizh-Izel a-bezh. Met ne biljas ket ar prezegennig-mañ d’un dilenniad komunour, dilenniad eus an tu-enep neuze, hag a reas ur c’hwitelladenn a-wel-kaer. Pierre-Yves Thomas eo anv ar voualc’h ruz-mañ. Paotr Paris, a-orin e dud eus ar Poc’her, met dilennet e-pad pell en ur gêr eus bannlev Paris a-raok dilojiñ e Breizh er bloavezhioù 2010. Hag ur mastokin anezhañ kar vil-tre eo c’hwitellat war-lerc’h ur plac’h e-giz se !
Ha ma vefe bet kemeret ar gaoz en ur yezh all, an arabeg da skouer, gant ur vaouez bennak, ha bez e vefe graet ar memes tra dismegansus gant paotr ar PCF, lavarit din ?
N’en defe ket graet evel just kar hiviziken n’eo ket e Moskou e sav an heol met e Aljer pe Teheran !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
2 réponses à “Arabat komz brezhoneg e kuzul-kêr Karaez”
Dirak Loic Chesnais n’e ket posubl kaout ar C’halon Sakr war an uzhiataer!!!
Ne vez ket komzet arabig e Terhan