D’an 20 a viz even e vo « gouel an otonomisted » e Karaez

Publicité

C’hwezh ar votadegoù rannvro a zo gant an Emsav er mare-mañ. Goude Paul Molac hag en deus embannet e vo savet e strollad politikel dezhañ, an UDB az a war ar renk evit ar rak-votadeg eus an tu-kleiz, emañ Kristian Troadec o seniñ ar c’hloc’h ! D’an 20 a viz even e vo gouel an otonomisted e Karaez (er Glenmor) gant « an tolpadeg evit komz eus an emrenerezh » aozet gant maer Karaez asambles gant Yvon Ollivier ha Philippe Guillemot, kuzulier departamant Penn-ar-Bed !

Hervez Kristian Troadec e vo komzet « eus ar votadegoù kannad hag ar votadegoù rannvro a zeu » an deiz-mañ. Evel just !

Paul Molac en deus prouet e oa moaien bezañ dilennet er parlamant evel emrenour ha reoù all a vefe prest da zispenn e roudoù. Troadec K da skouer er c’hwec’hvet eus Penn-ar-Bed e plas Mélanie Thomin ? Bremañ, dre m’emañ e enebour kozh Richard Ferrand er C’huzul Bonreizh e c’hellfe paotr Karaez ober e doull.

Met ar votadegoù-rannvro dreist-holl a zo e spered an otonomisted. Loïg Chesnais-Girard az aio war ar renk en-dro evel just met dav e vo dezhañ kavout mignoned, « kevelerien » ha plijout a rafe d’an otonomisted (« eus an tu-kleiz » anat) bezañ an hini a lak ar roue war e gador. Siwazh, evel boaz e fello d’an UDB kemer penn an afer hag evel boaz e vo graet kazeg. Pe, ne vo ket moaien ober emglev gant an UDB ha div pe teir listen « breizhad » az aio war ar renk.

Ha disoc’hoù dister a vo e penn an hent. D’an nebeutañ, d’an 20 a viz even e vo « divizet » e Karaez.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

5 réponses à “D’an 20 a viz even e vo « gouel an otonomisted » e Karaez”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Ha Paol pelec’h vo? O sinañ ur Garta?

  2. Beltram Kornôg dit :

    Christian Troadec ne c’hell ket bout dilennet. Hennezh en deus kalz a aferioù stag ouzh e revr gant ar boeson, aferioù hudur, kunujenniñ an dud…. Dija, nebeutoc’h-nebeutañ a dud a vouezh evitañ ha dilennet eo bet in extremis e Karaez evel maer. Neuze war an tolpad, ar geodedourion ne reont ket forzh anezhañ. Emañ oc’h ober e dalaroù evel politikour ha gwell-a-se !

    War an tolpad-se ez eus tud kalz barrekoc’h ha naetoc’h o skeudenn egetañ. Lod zo oc’h ober ul labour dispar hag emerenerion anezho, mui pe vui, evel Dominique Cap e Plougastell-Daoulaz, da skouer.

  3. Gwilhmod dit :

    Dominique Cap a vije emrenour ‘mit hu ?
    Biskoazh kement all, pevar lagad d’ar marc’h dall !
    E penn kevredigezh maered Penn ar bed eo (e oa ?) : ne gredan ket e vije bet roet ar garg se dezhañ ma vije bet emrenour.
    A vec’h ma oar un tammig brezhoneg du-mañ ha setu aze toud : mat evit rastellat mouezhioù ar re gozh.

  4. Beltram Kornôg dit :

    Ned eo ket dav bout emezelet en ur strollad brezhon evit bout emrenour, Gwilhmod !

    Meur a elfenn zo : hennezh a wel Jean-Yves Cozan evel e ventor, embann a ra fraezh e c’hoant da broduiñ tredan war gumun Plougastell-Daoulaz a-benn bout emren, komz a ra brezhoneg ha muioc’h eget pezh a hañvalit lakaat da c’houglevout, difenn a ra pouez maered Breizh (ha neket Penn-ar-Bed eo hepken)…

    Evit gwir, muioc’h-mui e vez intret politikourion Breizh gant ar c’hoant da gaout muioc’h a emrenerezh evit dibab pezh a vo graet gant an tailhoù hag an taosoù e Breizh, difenn pezh zo dibar dimp — sevenadur hag all —…betek un den evel Chesnais-Girard er C’huzul-Rannvro !

    Kement-se zo un hent etre ar rannvroelouriezh habask ha diefedus a oa o ren gwezhall hag an emrenerezh rik gant mennozh ur Stad vrezhon. Hogen, tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann, neketa ?

    Estroc’h eget emezelañ en UDB pe PB a c’haller ober evit bout a-du gant an emrenerezh — ha meur a bazenn dezhi —.

  5. Beltram Kornôg dit :

    C’hoant ‘m eus da ouzhpennañ ivez en deus Dominique Cap lakaet e gumun a Blougastell-Daoulaz da sinañ live 4 ar garta « Ya d’ar brezhoneg », gant bezañs Paol Molac. Labouret en deus evit ma vefe lakaet hon yezh war wel en embregerezhioù ivez, evel e Ti-Leclerc peurgetket.

    Neuze, ya, labourat evel se zo bout emrenour.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique, Réunification

Pour ha triñchon evit superterion Mélenchon eus an Emsav goude prezegenn Brekilien

Découvrir l'article

CARHAIX

Carhaix : le comité de défense de l’hôpital exige le retour du droit de vote du maire au conseil de surveillance

Découvrir l'article

Sociétal, Tribune libre

Autonomie de la Corse et demain de la Bretagne ? Sans définition de ce qu’est le peuple breton, rien qu’une coquille vide

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Immigration, Local, Politique

Nac’hañ a ra an Emsav komz eus an enbroerezh

Découvrir l'article

CARHAIX

Langue bretonne à Carhaix : moins de locuteurs, mais une pratique qui se rajeunit

Découvrir l'article

CARHAIX, Politique

Carhaix. Un colloque pour l’autonomie de la Bretagne ce samedi au Glenmor

Découvrir l'article

CARHAIX, Politique

Christian Troadec a déjà essayé d’être candidat à l’élection présidentielle

Découvrir l'article

Politique, Réunification

Avant Paul Molac, Christian Troadec avait essayé… sans succès

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Sociétal, Société

Perak ez eus kement a gaochisted er c’hevredigezhioù ?…

Découvrir l'article

Tribune libre

Ar C’hallaoued er-maez c’hoazh ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.