Nac’hañ a ra an Emsav komz eus an enbroerezh

Publicité

Disadorn e oa tolpet an Emsav e Karaez tro-dro da gKristian Troadec ha Yvon Ollivier evit un c’hendael war an « emrenerezh ». Evel just, gant an daou-se e vez prientet ar votadegoù rannvro eus 2028 ha, war un dro, klasket troc’hiñ dindan Paul Molac hag en deus savet e strollad dezhañ hag e ra e dro Breizh abaoe sizhunioù evit bodañ tud tro-dro dezhañ. Tud eus Faisons Bretagne a oa er sal ha war al leurenn memestra.

Deuet e oa ar PNB da brezegenn Karaez. An holl a ouie o defe klasket diskouez o fri. Ha skarzhet int bet manu-militari gant emsavererien eus an tu-kleiz pellañ. Ur seurt c’hoari eo, me gred.

Met deus petra zo anv amañ ?

N’eo ket tamm ebet Breizh-Info mouez-aotret ar PNB. Met deus petra o defe emsaverien ar PNB komzet ma vefe bet roet ar gomz dezho ? Deus ekonomiezh ? Dizalc’hiezh/emrenerezh ? Politikerezh etrebroadel ? Deus plas ar brezhoneg er gevredigezh ? Tamm ebet. Ma barife o defe komzet eus ENBROEREZH.

Efedoù an enbroerezh war al lojamantoù, war ar surentez, war an ekonomiezh, war hon doare da vevañ, war ar sokial, war tonkadur hon yezh.

An enbroerezh a zo e-kreiz an tabut politik e Breizh met ivez e Bro-C’hall hag en Europa a-bezh. Siwazh, arabat komz eus se en Emsav. nemet evit displegañ an holl draoù mat a zegas da Vreizh an enbroidi. Nemet evit huchal « Breizh Antifa » evel ur bagad deñved bop tro ma kred unan bennaket kemer ar gomz war se.

Nac’hañ a ra an Emsav komz eus an enbroerezh. Perak ? Peogwir emañ an Emsav strobinellet gant ideologiezh an Tiers-Mondism. Evel ar Republikaned e Bro-Iwerzhon.

Setu perak e c’hell an Emsav aozañ an holl golokoù ha pardonioù en deus c’hoant ne dremeno ket biken ar plafond gwer 3% (pe 5% pe 4§ ne vern) d’ar votadegoù rak n’en deus netra da lavaret war ur sujed hag a zo deuet da vezañ sujed pennañ ar bolitikerezh en Europa. Mod-se emañ. N’eo ket ni a lavar se. Ur fed anat eo.

An Emsaverien a gav gwelloc’h chom en o bed dezho, en o zour ivoar, pell-pell eus ar pezh a chif ha, dreist-holl, a dos ar voral pe ar voralin. En o soñj emañ Breizh ur vro distag diouzh reuz bras ar bed. Un tamm evel ma c’hoarvezfe ar cheñchamant hin e pep lec’h er bed NEMET e Breizh peogwir ne fell ket d’an Emsav komz « eus se ».

« Ar bed evel pa vije » pe « don’t look up » atav giz atav.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

7 réponses à “Nac’hañ a ra an Emsav komz eus an enbroerezh”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Diwallit…eNbroerezh pas embroerezh evel skrivet eo en tamm-mañ.

  2. Per Salaün dit :

    Ya, ya, ar PNB hag a lak un den eus Magreb da vezañ e penn unan eus e gevrennoù, e Bro-Leon…Hennezh gant e varv blev-gavr hag e gasketenn tad-kozh a denn klaz d’ur chibani war ar video.

    Pemzek vloaz zo ne oa ket seurt hironed e metoù an Emsav. Ur spont eo.

  3. Karadeg dit :

    Archier ne oar ket ar brezhoneg hag e c’hortoz a-raok sikour d’an den kozh. P’emañ Roblin gantañ e sell ouzh e dreid evel ur bugel gourdrouzet. Broadelourien vezhus int.

  4. Gwilhmod dit :

    N’eo ket mat tagañ an dud ad hominem paotred, seul vui ma-z int stourmerien vrezhon, ha pa vijent eus un tuadur na blij ket deor. Ar maghrebad a orin en deus desket brezhoneg, kristen eo, gouestlañ a ra amzer d’ar stourm broadel (en un doare mat pe fall, se zo un dra all, a c’heller burutellañ gwir eo).

  5. Jobig dit :

    Estren eo.

    Met ni a oar ne vefes ket chalet da erlec’hiañ Breizhiz gant Maghrebiz, ma vefent kristen, Gwilhmod. Alies e vez ar Gatoliked evel-se.

    Brezhoneg a oar. Met e dro-spered a van maghrebat (ar c’hoant d’en em lakaat e-kreiz ar jeu, da zesachañ an evezh warnañ, da vezañ melus dirak ha ganas a-dreñv…).

    N’en deus netra d’ober en Emsav.

  6. Gwilhmod dit :

    Jobig, n’ouzon ket piv oc’h na petra a rit met an den se, netra peogwir en deus desket brezhoneg, a zo bezhonc’h eget ar braz eus an dud zo o chom e Breizh. Enor dezhañ evit se.
    Ya, a fed da vezañ kristen a ledana ar galon. Kement den a gomz brezhoneg zo breur din.

  7. Jobig dit :

    « Kement den a gomz brezhoneg zo breur din ».

    Me a gomz galleg ha saozneg. Ha ne zegmeran ket kement hini a oar ar yezhoù-se evel breudeur. Ne welan ket perak e rankfemp ober se e brezhoneg. Tud estren a c’hell bezañ dedennet gant hor yezh ha n’int ket eus hor pobl. Estrañjourien int hag e chomint.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

La Bataille de Gaulle. Traîtres à quelle France ? Ce que l’affaire Leclerc dit de la trahison

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local, Politique

D’an 20 a viz even e vo « gouel an otonomisted » e Karaez

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Arabat komz brezhoneg e kuzul-kêr Karaez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

« Faisons Bretagne » : unan all pe an hini mat ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Tribune libre

Ur vroadelouriezh vreizhat nevez da ijinañ [L’Agora]

Découvrir l'article

CARHAIX, Culture, Culture & Patrimoine

Carhaix 2026. Le Festival du Livre en Bretagne célèbre la Kabylie et la vitalité des lettres bretonnes

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Breizh a live e Karaez : ur sonadeg ouzhpenn pe… ?

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

PNBgate : quand le Mouvement Breton se roule dans le ridicule [L’Agora]

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.