« Speak Catalan » : ur gevredigezh hag a vod katalanegerien ha nann-katalanegerien evit deskiñ ar yezh

Publicité

E Barcelona ez eus kalz a estrañjourien. Europeiz met ivez, ha muioc’h-mui, ekstra-Europeiz. Evel just ne ouzont ket katalaneg a-raok erruout e Barcelona, a-boan ma ouaront ez eus eus ar c’hatalaneg zoken. Setu perak eo bet savet ar gevredigezh « Speak Catalan » gant daou gatalan yaouank. Ar pal zo da lakaat ar re a oar ar yezh hag ar re ne oaront da gejañ asambles evit ma vefe desket katalaneg gant an nann-katalanegerien. Gant ar gatalanegerien e vez kontet, e katalaneg, o bro, ar gizioù, ar sevenadur d’ar re all. Mod-se e vez komprenet gwelloc’h gant ar C’hallaoued hag a gred degouezhet « e Bro-Spagn » n’eo ket ar Ramblas ul lec’h kool evit riboulat hepken. Ha gant an enbroidi ekstra-european e vez desket an doareoù da vevañ er vro hag a zo forzh disheñvel eus o re.

Evit poent ez eus 1600 den oc’h heuliañ kont Instagram « Speak Catalan » ha 200 war ar rouedad Instagram. Gant an daou gatalan hag o c’humuniezh zo bet aozet beajouigoù, frikoioù ha festoù e katalaneg nemetken.

Evel e Breizh gant ar galleg, e Katalonia e vez techet an dud da vont e spagnoleg pe saozneg gant an estrañjourion ha n’eo ket e katalaneg. Ha gwasoc’h zo : e Barcelona pe e kêrioù eus an arvor n’eo ket ur ral e vefe kumuniezhoù a dud divroet, « expat' » e galleg hag a chom etreze noz-deiz, hep klask ober anaoudegezh gant Katalaniz ha sevenadur ar vro.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “« Speak Catalan » : ur gevredigezh hag a vod katalanegerien ha nann-katalanegerien evit deskiñ ar yezh”

  1. Coup Franc dit :

    Que ce soit le Catalan, le Basque ou le Breton toutes ces initiatives pour conserver ses racines sont bonnes à prendre pour endiguer le wokisme malfaisant

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Immigration, International

Andorre : l’embauche de travailleurs immigrés hors d’Europe remet en cause la langue catalane

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Religion, Société

Ur pap ha ne fell(e) ket dezhañ komz katalaneg er Sagrada Familia

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, International, Patrimoine

Total Festum, la grande fête des cultures occitanes et catalanes, c’est parti !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, International, Technologies

Xiuxiuejar, ar rouedad sokial e katalaneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-gKatalonia : 258 kuzul-kêr evit ar c’hatalaneg ofisiel en Europa hag ur vro adunvanet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Emsaverien ar c’hatalaneg a c’houlenn un aotregezh kelenner ar skolioù divyezhek

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Politique

Vers un secrétariat d’état aux langues régionales ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : un « Diada » bihan he c’halon

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, International

Le gouvernement catalan renforce « le Pacte pour la langue catalane » dans les nouvelles technologies

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-Spagn : reuz diwar-benn ar yezhoù a vo komzet da « Guzuliadeg ar Brezidanted »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.