Abaoe 1981 ha gwasoc’h c’hoazh abaoe 2016, lod eus ar rannvroioù gall a zo artifisiel da vat. Peseurt identelezh he deus « Les Hauts de France » pe « Le Grand Est », a-nes komz eus ar paourkaezh « rannvro » « Broioù al Liger », evel just.
Unan eus ar rannvro-se a c’hellfe bezañ un tamm « aotentik », ar rannvro Centre-Val de Loire an hini eo. Ha c’hoazh ! Evit he sevel eo bet lakaet asambles c’hwec’h departamant Cher (18), Eure-et-Loir (28), Indre (36), Indre-et-Loire (37), Loir-et-Cher (41) ha Loiret (45). Ar c’hwec’h departamant-se a oa tammoù eus proviñsoù kozh : Ar Berry, an Orléanais, an Touraine, mui ul lodennig eus ar Perche hag un tamm eus ar Bourbonais, er su.
Ar pezh zo, betek bremañ n’o doa ket annezidi ar rannvro Centre-Val de Loire un anv evit o anvenniñ. Setu perak ez eus bet lañset ur sondadeg gant servijoù ar rannvro evit kavout un anv d’ar Centre-Val de Loiriz.
Etre ar 6 a viz meurzh hag an 30 a viz ebrel ez eus bet goulennet gant an dud da bropoziñ anvioù. 1358 den o deus respontet ha propozet 1601 anv. E-touez an anvioù propozet e oa : « Cevalote », « Ligerocentrois », « Medioval-Ligerois » pe « Les Val-heureux du
Centre Loire » zoken. 1601 a zo en holl ha lod anezhe zo e skritur inkluzif ouzhpenn-se !
Goude-se ez eus bet dibabet 10 e-barzh al listenn gant ur c’homite ad-hoc. Etre an 13 hag an 30 a viz mae e vo choazet tri e-touez an 10 rakdibabet. Evit hen ober ez eus bet aozet ur votadeg war lec’hienn ar c’huzul rannvro.
Ha neuze e vo choazet unan etre ar c’hentañ hag ar 24 a viz even. Hag aze e vo aozet un trede votadeg !
Un tamm pounnet met demokratek da vat !
Setu listenn an dek a zo bet rakdibabet :

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
3 réponses à “Peseurt anv evit annezidi ar rannvro « Centre-Val de Loire » ?”
Le vrai nom est « pigeons » comme celui de tous les résidents de toutes les autres « régions »!
Ha penaos e vez lavaret « pigeons » e brezhoneg? E brezhoneg mat: « dubeed », pe ivez « koulmed » hag a vefe kentoc’h « colombes ».
Lavaret eo ivez alies « pichoned ». Deoc’h da zivinout eus peseurt yezh e teu ar ger-se.
Evit un den a zo bet « pigeonné », e lavarer « displuñvet eo bet ».
TalBreizh pe KostezBreizh!