Marie-Madeleine Doré-Lucas a oa anezhi penn bras LFI e Pondi. Bet e oa bet war ar renk er votadegoù-kêr 2020 evit ar strollad eus an tu-kleiz-islamour pellañ ha trec’het e oa bet met dilennet evel kuzulierez-kêr memestra. Ha klevet e oa bet he mouezh er c’huzul-kêr ! Giuez dezhi « n’eus ket muioc’h a zisurentez e Pondi eget e lec’hioù all » memes.
D’ar sadorn 23 a viz mae he deus kaset ur gemenadenn d’ar c’hazetennoù : mont a ra kuit eus LFI. « Heuget eo gant doareoù d’ober ar strollad » hervezi.
Met peseurt doareoù d’ober ? E 2020, Marie-Madeleine Doré-Lucas hag a zo kelennerez a oa dirak is-prefeti Pondi da zougen bri da Samuel Patty, ar c’helenner dibennet gant un islamour tchetchene. Ha feuket eo bet o lenn ar c’hemenadennoù kaset gant an LFIsted abaoe m’eo arruet ar film war fin e vuhez er sinemaioù ?
« Trist ha glac’haret » e vefe Marie-Madeleine Doré-Lucas abalamour da LFI. Met abaoe pegeit e weler splann emañ LFI o treiñ sot ? O c’hoari gant an tan gant an enbroidi hag an islamisted ? Arru poent divorfilañ e oa !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Pondi : « Heuget gant LFI », Marie-Madeleine Doré-Lucas a ya kuit eus ar strollad”
Poent dezi digeriñ d’he daoulagad!