Pondi : Marie-Madeleine Doré-Lucas a gan he fegement da LFI

Publicité

Marie-Madeleine Doré-Lucas plac’h Pondi, bet meur a wezh war ar renk evit LFI, he deus roet he dilez d’ar strollad melenchonour.

Ha ne ya ket kuit mod-se, didrouz. Er c’hazetennoù e tispleg ar rak hag ar perak.

Hervez an emsavourez eus an tu-kleiz pellañ ez eus un diouer a « gendoniadur etre ar strollad kreiz [=parizian] hag ar strolladoù lec’hiel ». Da lavaret eo ? Jakobin eo LFI ? N’eo ket nevez-nevez hag ar strolladig a zo, forzh penaos, renet gant Mélenchon (ur jakobin) harpet en diabarzh ha dre guzh gant ar POI, ur gronnadig lambertour jakobin eus an tu-pellañ, a-enep Diwan, a-enep ar yezhoù rannvro hag all.

Bez e vez lakaet e pleustr an ideologiezh jakobin e-barzh ar strollad ivez : pep tra zo renet gant Paris hag eus Paris. N’eus ket da vezañ souezhet gant se !

Met ar pezh en deus fuket da vat Marie-Madeleine Doré-Lucas eo ar pezh a zo c’hoarvezet d’ar 1an a viz mae. Hervezi o deus lammet tud eus LFI warni o rebechiñ dezhi bezañ re zizalc’h diouzh ar pennoù bras eus Paris ha da skoulmañ liammoù gant strolladoù all eus an tu-kleiz e Bro-Pondi. An LFI a-vremañ zo deuet da vezañ ur sektenn politikel, arabat labourat gant ar re all ! Ar re all a dle sujañ da LFI pe mont da strakal burlu ‘lec’h o deus c’hoant ha pik achu !

Ha Marie-Madeleine Doré-Lucas da gontañ eus « linchadurioù » dirak tout an dud ha da ziskrivañ ur strollad ha ne selaou ket ar re all.

Na souezhuuuuus !

Met penaos an diaoul he deus graet Marie-Madeleine Doré-Lucas evit nompas gwelet tout-se a-raok ?

Ha gwelloc’h c’hoazh !  Hervez Marie-Madeleine Doré-Lucas ne ra ket stad LFI eus « an tiriadoù war ar maez ». Biskoazh ! Abaoe bloavezhioù e vez lavaret splann gant Jean-Luc Mélenchon hag e re ne ra ket foutr eus ar C’hallaoued war ar maez, « gounezet d’an RN, pennoù-boeson anezho holl ha plouked flaerus ». Hervezañ e vo gounezet ar 600 000 mouezh er bannlevioù ha n’eo ket e Pondi pe er Vivarais.

Pelec’h e oa Marie-Madeleine Doré-Lucas pa veze lavaret tout se gant LFI ? Er poull-neuial ?

Gant emsaverien pe aduerien eus LFI e Pondi eo bet lañset ar mekanik da zivrudañ Marie-Madeleine Doré-Lucas. Hervez ar re chomet feal da vMélenchon e vefe ar gelennerez ur plac’h « disleal », hag he defe implijet LFI evit he « youl dezhi ». Ha forzh penaos, er votadegoù diwezhañ, he defe skoulmet « un emglev gant ar vacronisted ».

Hag aze ez eus anv eus al listenn Merceur, « Mieux-Vivre à Pontivy » hag a vode izili eus LFI (Doré-Lucas en o zouez) met ivez Lydie Massard eus an UDB ha betek izili eus Renaissance. Ur pec’hed evit LFI !

Forzh penaos, a-raok ar votadegoù e oa dija ar « gamaladed » o pikañ chupenn Marie-Madeleine Doré-Lucas war ar rouedadoù sokial ha war an dachenn. Sur e oa he defe bet he c’hont dezhi deiz pe zeiz.

Deiz ar c’hentañ a viz mae e voe…

Ma vez trec’h LFI er votadegoù a zeu, da nebeutañ, e ouzer penaos e troio an traoù evit ar re n’int ket a-du gant ar « bagad chas » !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Pondi : Marie-Madeleine Doré-Lucas a gan he fegement da LFI”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Diaes eo da gomprenn…gwellochoc’h evañ ur chopinad…comme MACRO je suis intraitable…j’en ai de l’urticaire drebenn e toul ma vri! Maez LFI…

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Politique

Notes de lecture

Découvrir l'article

Economie, Politique, Social, Sociétal

Héritage : la CFDT veut faire payer les familles dès le premier euro [Vidéo]

Découvrir l'article

Politique

Mélenchon, ou l’allant des hommes d’Histoire

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

Cette gauche qui confond élection avec manifestation [L’Agora]

Découvrir l'article

Politique

« Les Phrygiens » : 80 hauts fonctionnaires infiltrés préparent en secret l’arrivée de Mélenchon au pouvoir

Découvrir l'article

Justice, Politique, Société

Quand les militants antiracistes se dévorent entre eux

Découvrir l'article

Sociétal

Emplois fictifs présumés à la RATP : une deuxième plainte vise un « système organisé », la régie dément

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

Affaire Deranque : gants coqués, appel aux secours non transmis, précédent Favrot — l’entretien avec Jean Bexon, journaliste d’investigation sur le dossier

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Yann Tiersen : Mélenchon Akhbar !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.