Roazhon : M’Bemba Guirassy ar marabout en deus tec’het kuit a-raok bezañ kondaonet

Publicité

Biskoazh a vravoc’h ! M’Bemba Guirassy a zo ur marabout efedus ha fin ! Gantañ e vez sakrifiet krokodiled en Afrika (sañset), lennet pennadoù ar C’horan, c’hoariet gant amuletennoù a bop sort ha setu sevenet c’hoantoù ar re a bae anezhañ. Kement ha kemer ur skouer : Dav eo paeañ  6 790 € evit lakaet da sakrifiañ ur paourkaezh krokodil en Afrika ! N’eo ket ker… Ma vefe ur pemoc’h e vefe marc’hadmatoc’h memestra !

Bremañ emañ o chom e Avignon kar un den hollbouezus evit Bro-C’hall an hini eo. Met e 2022 e oa o chom e Breizh. Ur pratik en doa d’ar mare-se. Hemañ a oa e penn un embregerezh e Sant-Maloù hag e foñs an toull e oa. Poan-spered gantañ. E penn kentañ e oa normal koulskoude met tamm-ha-tamm e voe dindan dalc’h ar marabout. Betek tremen nozvezhioù o tivizout gantañ. Mui an SMSoù. A-benn ar fin e roas dezhañ 166 000 € evit ket ha netra. « Hudouriezh » a lâre-eñ.

A-benn fin ar c’hont(où) en em lazhañ a reas paotr Sant-Maloù. Kemeret en doa dleoù partout. Ur wreg hag ur bugel a nav vloaz en doa. Ar varnerien o deus istimet e oa ul liamm etre levezon ar marabout ha diskar ar paotr. An Afrikan a gase SMS diouzh noz, ar paourkaezh den a oa skuizh-marv. Roet en doa dezhañ e argant, ha neuze argant an embregerezh ha neuze argant amprestet gantañ digant mignoned. A-raok tarzhañ, aet e spered digantañ.

Goude an divizoù, e fin ar prosez hag a oa d’al lun 8 a viz even e lez-varn Roazhon, e chomas ar varnerien oc’h en em guzuliañ e-pad ur pennadig. E-keit-se e profitas ar marabout da dec’hout kuit.

Kondaonet eo bet da 18 mizvezh a doullbac’h memestra. Met pelec’h emañ bremañ ? Gant ar grokodiled majik surawalc’h

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

E brezhoneg, Immigration, International, Politique

Bro-Alamagn : ar BSW a blij kalz d’ar POI, ar strollad a ren LFI dre guzh

BREST, Social

Volotea : la base de Brest menacée de fermeture cet hiver, sur fond de grève des pilotes

Argentine

Rugby, Sport

Mendoza : quand l’accusation devient déjà la peine

AfD

A La Une, International

Saxe-Anhalt : l’AfD écrase le scrutin avec 43,8 % et l’Est allemand renvoie Berlin à ses échecs

Santé

Protéines : ce que dit vraiment la science derrière la mode du « 30 grammes par repas »

Gastronomie, Le Mag'

Vendanges 2026 : le Muscadet a vendangé le 11 août, un record absolu dans l’histoire de l’appellation

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

« BRI, carnets noirs de Plastic » : 22 ans au cœur de l’Antigang racontés de l’intérieur

Culture, Culture & Patrimoine

Après Arthur, la superbe série qui imagine la suite de la légende arthurienne (bande dessinée).

Suisse

International

🇨🇭Le piège de la « neutralité active » : autopsie d’un renoncement souverain

International

Malouines : quand la puissance change de rive

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : park Beauregard aloubet gant repuidi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Immigration, Immobilier, Local, RENNES

Setu loc’het « redadeg al lojamant » evit ar studierien (memes ar re eus an tu-kleiz) !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur dibenn-sizhun wok ha nec’hus

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : un Eritrean kondaonet evit bezañ kontellet ur c’henvroad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : argadoù revel war bugale e kamp Maurepas ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.