Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…

Publicité

Ar gaochisted eus an Emsav a c’hoari Fañch ar Peul a ya da heul e-barzh afer ar C’hanon Français e Kemper.

Unan eus deus gwelet unan all he deus klevet un trede hini hag en defe klevet e oa bet graet saludoù nazi en ur friko bennak aozet gant ar C’hanon. Hag hor abostoled eus an Emsav a gred ‘ba se. A adlâr’. A dwit. Evit bezañ gwelet mat gant an tu-kleiz gall, evel boas…

Ar pezh n’o deus ket komprenet eo n’eo ket ar saludoù nazi faltazius a ra hiris d’an tu-kleiz gall met ar c’hig-moc’h, ar c’hanaouennoù mod Michel Sardou, an « arz-bevañ » gall dre vras.

Ar c’hig-moc’h a vefe « dispellaus » hervez rektor moskeen veur Paris ?

Hopala ! Hag ar c’hrampouez-silzig a vez lonket a viliadoù dirak ar Roazhon Park ? Un deiz e vo gwelet anezhe evel « dispellaus » ivez, tudoù ! Setu komzoù iriennelour (komplotour) mut-hu ? Met petra a zo c’hoarvezet e Roazhon er greizenn kenwerzhel Italie, er Zup Sud, bloavezhioù zo ? Ur boser a farde krampouezh-silzig bep gwener, deiz sakr an Islam ha rediet eo bet da serriñ e stal kar mont a rae c’hwezh satanazet ar silzig betek fronelloù ar fideled.

E Roazhon n’eus tamm moskenn ebet etre an hini Ennour, straed Vezin hag ar greizenn islamek, bali ar Portugal. Hag etre an daou-se emañ Cleunay, ar Roazhon Park. Pa vo savet unan nevez er c’harter-mañ, me glaoustre e vo jeu pa vo match d’ar gwener… Abalamour da c’hwezh ar c’hrampouezh-silzig pe traoù all….

Hag ar festoù-noz ? Hiziv eo deuet da vezañ « nazi » da ganañ « Les Lacs du Connemara » ouzh taol gant mignoned. Met un deiz e vo lakaet « nazi » ar festoù-noz ivez. Peogwir er festoù-noz, din da c’hoût, 99% eus an dud a zo begoù-gwenn. Mod-se ‘mañ. Memes e-barzh festoù-noz « enep-faskour ».

Hag hor pardonioù ? Hag hor festivalioù ? Hag hor gouelioù-kêriadenn ? Re a vegoù gwenn a zo en darvoudoù-se, tudoù ! Gant « ar re all » e vo lavaret eo « tolpadegoù a nazied » hag a laka anezhe diaes. Pe gaochisted a lavaro se evite.

Poent eo dihuniñ tudoù ! Hiziv eo bet berzet friko ar C’hanon Français e Kemper, un deiz e vo fest-noz an Amicale Laïque. Met an deiz-se e vo re ziwezhaat.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Da Deiz Kentañ ar Bloas ti me mamm gozh m’eus atav gwellet ar choten rosted ha saled mat war’n daol hag e oa savet abretoc’h Mari Koik hag a c’hortoze ar wazed, atav da gentañ Per Vari Berrou lesañvet Ar Bi an hini a zeu bemdez da glask ac’hanon evit mont da bourmen. Goude ni ar vugalioù a ye ti ar voereb kozh evitt debriñ fourmaj rouz a bep seurt! Traoù ar vro da lipañ on mourennoù.

  2. Taliesin dit :

    N’eus ket seizh diskloum àr-ugent : gouenniñ, ha gouenniñ stank. Ha da heul desevel hor bugale (niverus neuze) get karantez ha karantez doc’h ho hendadoù.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Rugby, Sport

Top 14 : le RC Vannes va-t-il prendre le risque de perdre son maintien à Rennes et à Nantes ?

Découvrir l'article

Football, RENNES, Sport

Rennes – Brentford : 2 matches, 2 défaites, 6 buts encaissés à 15 jours du PSG

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : park Beauregard aloubet gant repuidi

Découvrir l'article

Football, Sport

Le Stade rennais habille son maillot du Kroaz du, le drapeau national breton originel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Immigration, Immobilier, Local, RENNES

Setu loc’het « redadeg al lojamant » evit ar studierien (memes ar re eus an tu-kleiz) !

Découvrir l'article

BREST, Football, LORIENT, RENNES, Sport

Ligue 1. Le calendrier complet du Stade Rennais, FC Lorient et Stade Brestois pour la saison 2026-2027

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Insolite, Local, RENNES, ST-MALO

Roazhon : M’Bemba Guirassy ar marabout en deus tec’het kuit a-raok bezañ kondaonet

Découvrir l'article

Agriculture et monde agricole, Société, Tribune libre

Cette interdiction du cochon et de la viande qui vient… [L’Agora]

Découvrir l'article

Sociétal

Pourquoi la gauche aime les raves illégales et déteste les banquets français ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.