Estreget « Adama » a zo tudoù kaer. E Roazhon, bez ez eus « Babacar » ! Hervez ar strollad « Justice et Vérité pour Babacar Gueye » hemañ a zo bet « peurlazhet gant ar polis » e 2015. Met petra zo c’hoavervezet a-benn ar fin ?

Ur paotr dibaper e oa ar Senegalad Babacar Gueye, degouezhet e Roazhon e 2013.

Un noz emañ eñ e karter Maurepas e ranndi ur mignon. Abaoe div sizhunvezh emañ Babacar o pennsaotañ, o trezerc’hiñ. E ranndi e vignon setu eñ tapet gant ur barrad follentezh ouzhpenn. Ha kregiñ a ra d’en em vac’hagnañ e-unan gant ur gountell zoken. Pellgomz a ra ar mignon d’ar bomperien a-benn ar fin rak n’eo ket evit e sioulaat.

Met ar bomperien a bellgomz d’ar boliserien rak ur gountell a zo gant Babacar Gueye. Setu degouezhet eizh poliser er ranndi. Hervezo emañ tagus ar Senegalad. Ober a ra biz dezho gant e gountell. Klask a reont mestroniañ anezhañ gant un tazer met skeiñ a reont e-biou. Goude-se e klaskont ober gant ur penn-bazh. En aner ! Kenderc’hel a ra ar paotr dibaper da bennfolliñ ha da vezañ tagus en o c’heñver. Redek a ra war o lerc’h en diri zoken, ar gountell en e zorn ! A-benn ar fin e tenn ar boliserien warnañ. 5 tenn en holl. Mervel a raio pa tegouezho an ambulañs.

Un nebeut devezhioù war-lerc’h e krog ar manifestadegoù. Hervez ar strollad souten e vefe bet lazhet Babacar Gueye gant ar boliserien rak « ur beg du e oa ». « Ma vefe bet ur beg gwenn e vefe bet mestroniet gant an eizh poliser » gouez dezho.

Petra ho pefe graet c’hwi e plas ar boliserien ? Ha perak e oa ar paotr dibaper amañ e Breizh ? N’eo ket ur vro dizalc’h ar Senegal ?

D’ar 04 a viz kerzu a zeu e vo (c’hoazh) ur vanifestadeg e Roazhon « a-enep feulster ar polis hag a-enep ar feulster gouennelour ». Met penaos an diaoul e c’hell manifestiñ an holl estrañjourien-se en hor straedoù ? Ha dibaper, da lavaret eo er-maez al lezenn ul lodenn anezho.

Ha « mestroniet » e vefe bet Babacar Gueye gant polis ar Senegal ? Ha droad hor befe ni Bretoned da vanifestiñ er Senegal ma vefe bet lazhet ur beg gwenn bennak o pennfolliñ hag o tagañ poliserien senegalad ?

Ur vezh ruz eo ar vanifestadeg-se. Achu gant afer Babacar Gueye. Hag er-maez eus Breizh ar re a souten anezhañ ! Justis evit ar boliserien taget gant Babacar !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.