Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Emrenerezh evit Korsika, bruzunachoù evit Breizh [an Agora e brezhoneg]

Goude deiziadoù ha nozvezhioù a feulster en enezenn emañ Gerald Darmanin, ministr gall an diabarzh, o paouez embann e vo roet ur statud nevez a emrenerezh da Gorsika, m’eo addilennet Emmanuel Macron evel just.

War ar rouedadoù sokial, setu pennoù bras ha pennoù bihan an Emsav Breizh o klemmichat : “ha perak ne vo ket roet ar memes tra da Vreizh ?” “Poent eo d’ober manifestadegoù evel e Korsika !” hag all, hag all. Fidamdoue ! Manifestadegoù gant piv ? Gant ar c’hant istrogell bennak az a d’ober an Emsav Breizh bremañ ? N’omp ket gouest ken d’ober ur vanifestadeg unvan e Naoned evit al Liger-Atlantel e Breizh ha darn o deus c’hoant defial ar stad gall ? Evit gwir ? Hiviziken ez eus ur vanifestadeg “antifa” hag ur vanifestadeg “neptu” bep eil pe tri bloaz e Naoned rak ne fell ket d’an antifaioù dibunañ e straedoù Naoned asambles gant “faskourien” (da lavaret eo an neb n’eo ket ruz e vlev). Nag evit-se e vefe ar vretoned e-tailh da lakaat miliadoù a emsaverien er straedoù oc’h atahinañ ar polis noz ha deiz ? Te ‘gomz ! Dibabet eo bet gant an Emsav dispenn roudoù ar c’haochism “strolladigigigigel” (groupusculaire) etrebroadel, war-se an holl dud “normal” o deus kuitaet an Emsav. Ne vez ket mui den ebet d’ar pardon !

Ar re yaouank an hini eo a zo e penn ar manifestadegoù e Korsika. Hag e Breizh ? An darn vrasañ eus ar re yaouank a ra foeltr-forzh eus Breizh, nemet pa vez anv a fichañ ur Gwenn-ha-du en ur festival bennak, hag ar re a gemer perzh c’hoazh en Emsav broadel a vez kentoc’h troet war ar “jener” pe an “enep-faskouriezh” anez komz eus an “studiadennoù queer”. Da lavaret eo, forzh petra, ragachadegoù didalvout eus Hall B Roazhon 2. Lazhet ha peurlazhet eo bet an Emsav n’eo ket gant an tu-kleiz met gant ar gaochism. E Korsika n’eo ket “nann-biner” a zo o chetal mein war ar fliked, gwir baotred ha merc’hed eus an Emsav Broadel ne lavaran ket !

Ur wech c’hoazh e vo roet muioc’h a c’halloudoù da Gorsika ha, ganeomp-ni Breizhiz, e vo dañset ar jabadao !

JB

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

0 réponse à “Emrenerezh evit Korsika, bruzunachoù evit Breizh [an Agora e brezhoneg]”

  1. Gwilhmod dit :

    Gwir Bater eo. Petra ‘vo graet avat ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Local, Politique, RENNES

25 militants réunis pour le grand congrès annuel du Parti breton

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky