Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ur vandennad a skrape tud e Breizh ! Tri den ganet e Roazhon, Sarcelles hag er C’homor serret

E Dinan e krede an den e vefe bet kaset d’e jardrin kent fin an devezh ! D’an 20 a viz kerzu zo bet taget un den gant tri faotr all e kreiz-kêr Dinan. Just dirak e savadur, nepell diouzh ar skolaj Broussais. Mouchet e zaoulagad e voe stlepet en e garr-tan. War se ez eas ar vandennad d’e di ha laeret e gartenn c’hlas. Klask a reas an hailhoned tennañ arc’hant meur a wech.

Met n’eo ket echu an devezh evit an den skrapet. Mont a reas an otoiad betek Roazhon d’ar red tan ruz ken e tapas he fall. Gloazet an Dinanad, e voe leusket war bord an hent gant an tri skraper. Emañ atav en ospital. Hag int da genderc’hel gant o hent betek Pazieg e-kichen Roazhon m’int bet serret en ur c’hoñvers.

Ha n’eo ket ar wech kentañ o defe graet seurt “road trip” ! D’an 18 e oa c’hoarvezet ar memes tra e Bruz, e-kichen Roazhon atav, m’o doa skrapet un den, laeret e gartenn digantañ, skoet gantañ, ha leusket da vont e koadeg Montforzh.

Ha piv eo an dorfedourien ? Tri den yaouank : unan a zo bet ganet e Roazhon, egile e Sarcelles hag an trede hini er C’homor, hervez Hervé Astruc prokulor Roazhon.

Hag ezhomm zo lavarout muioc’h ?

Kaset int bet e toull-bac’h da c’hortoz o frosez

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan

Vols à la roulotte à Dinan : un jeune homme condamné à 18 mois de prison

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Dinan : ur c’hamp termajied tro-dro d’an iliz Saint-Joseph

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Dinan, Histoire

Dinan : Une lettre rare d’Anne de Bretagne exposée à la bibliothèque

Découvrir l'article

Dinan

Violences à Dinan : deux hommes condamnés à de la prison ferme

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Dinan : div dermajiez a sko gant ur plac’h yaouank a 15 vloaz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : un den skrapet gant tud ganet e Turkia

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Plelann-Vihan/Pllelan (22) : bruderezh ha kartennoù fealded evit an trafikour dramm

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Dinan : sportour a live uhel, rapour met ivez dam-houlier !

Découvrir l'article

Lamballe

Bretagne : Retour du train entre Dinan et Lamballe en 2024 après un an de travaux

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : fuzuilhadeg e Cleunay, Afrikaniz serret e Naoned ha Roazhon

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky