Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Ur vaouez a zo bet lazhet d’an 3 a viz mae e Saint-Jean-de-Luz. Diskred bras a zo war he mignon. Siwazh n’eo ket ur ral seurt muntr etre priedoù. Met hemañ a zo disheñvel diouzh ar re all abalamour da grizder ar grizañ m’eo bet. Hervez prokulor ar Republik zo bet skoet gant ar vaouez gant ur morzhol. Hag hi noaz war al leur, staget penn kil-ha-troad. Betek an doubl en defe strinket ar gwad. N’he doa tamm chañs ebet.

N’eo ket ar wech kentañ e oa bet skoet ar paourkaezh vaouez a soñj an ensellerien. E miz genver e oa erruet en ur c’homiserdi o lavarout e oa bet « taget gant un den ne anavezen ket ha skoet gant ur vouc’hal ». Un nebeud sizhunioù zo, en ul leti eus Ciboure e Bro-Euskadi, e oa bet taolet dre ar prenestr. Hervezi he doa klasket « en em lazhañ ». Bremañ emañ an ensellerien etre daou diwar-benn an istorioù-mañ.

He mignon a zo bet ganet en Aljeria met gall eo a vroadelezh. Er c’homiserdi, goude bezañ bet serret, e c’hoarzhe, evel ma ne vefe ket c’hoarvezet netra. Hervezañ e oa ur « c’hoari seks hag en defe troet da fall ».

19 menneg a zo war e roll lez-varn memestra. Abaoe 2013 e oant asambles. En Alemagn e oa bet ganet ar vaouez met gall a vroadelezh e oa ivez.

Emañ ar mignon en toull-bac’h da c’hortoz e brosez.

Hag e vo klevet ar c’hevredigezhioù gwregelour o huchal ? N’eo ket sur abalamour da brofil an den diskred warnañ…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ”

  1. NEVEU RAYMOND dit :

    Qui sont ces femmes qui se laissent faire? Des gueuses…! Je suis né au milieu de vieilles tantes droites sur leurs quilles, j’ai eu des tantes debout! J’ai des filles dignes d’Aliénor d’Aquitaine! Je n’ai que mépris pour ces raclures qui se laissent faire! En revanche je leur prêterais aide et assistance car c’est l’usage ancien et accepté!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, ST-BRIEUC

Disadorn e Porzhig, un « arpentaj gwregelour »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Paris : ne vo ket Alice Coffin kuzulierez ken !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

Les Rives contraires de Marguerite Stern ou l’histoire émouvante d’une noyade lente et d’une femme qui refuse de couler – Chronique

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.