Ur skol e korseg dre soubidigezh a vo digoret a-benn miz gwengolo e Korsika. E Luciana ar wech-mañ e vo digoret ar skol, da lavaret eo e Korsika-Uhel nepell eus div skol korsek all. Daou vugel a vank c’hoazh evit ma vefe klok ar c’hlasad, avat.
Gant ar skol-se e klask Scola Corsa, seurt Diwan eus Korsika, kreñvaat he rouedad e norzh an enezenn gant ar soñj digeriñ ur skolaj deiz pe zeiz. Hag ur soñj mat eo rak e CE2 eo erruet ar vugale skoliataet er skol kentañ e 2021.
E 2021 neuze e oa bet digoret ar skolioù kentañ, e Bastia ha Biguglia, en norzh atav, ha neuze e Sarrola-Carcopino, er su, e bro Aiacciu, hag e Corti e kreiz e 2022. En holl ez eus 220 skoliad ha 13 klasad.
Abaoe miz mae eo kevrataet ar rouedad Scola Corsa gant an Deskadurezh Stad gall, ar pezh a dalv e vo paeet ar skolaerien gant ar stad hiviziken.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Korsika : ur skol nevez e korseg dre soubidigezh e Luciana”
Tout cela est bien pour les Corses mais en Bretagne Millénaire on s’en fout! Ici ce sont toujours des clowns qui se sont auto proclamés surdoués de l’enseignement du Breton et ça n’a jamais pissé loin!