
Ha tamm-ha-tamm e komañsas a sellet videoioù porno dirazi. Hag ar c’homzoù lous az ae ganto en e veg evel rezon ! Ouzhpenn-se e oa deuet da vezañ dibosupl da vevañ gantañ evit ar c’haochistez. Noz-deiz e oa an tele en he uhelañ ha lous-ki ar paotr, o steutañ e-biou er privezioù hag all…
Goulennet he deus dezhañ da vont kuit met nac’hañ a reas. Ha, forzh penaos, e cheñchas ar potailhoù !
A-benn ar fin e tleas mont kuit ar c’haochistez. Chom a ra e ti he breur bremañ tra m’emañ ar skwatour o chom en he ranndi. O treiñ sot emañ ar plac’h ha kemer a ra louzoù.
Lakaet he deus ur petision war Change.org. Evit poent ez eus bet rastellaet 46816 sin ganti. Gant ar petision-mañ he deus c’hoant da cheñch al lezenn spagnol war ar skwatoù. Lezenn votet gant he… strollad !
Crédit photo : Equalizer 3
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Bro-Euskadi : ranndi ur c’haochistez skwatet gant ur « pinvidikour ». C’hoant he deus da cheñch al lezenn !”
A-c’houde ma laromp emañ ar wokiez ur c’hleñved spered …