D’an 21 a viz kerzu 2023 e oa degouezhet un den eus Plouneour-Lanwern e ti e zealerez e Triagat, e bro Vigoudenn. War yun a zramm e oa. Abaoe deizioù. Ezhomm e oa eus e « zozen » met ne oa ket arc’hant a-walc’h gantañ evit he faeañ. Ha gouzout a rit n’eo ket ar metoù-se bed ar vizounoursed. Ne vez ket gwerzhet war dle. C’hoant en doa kemer 10gr koko ha 80gr heroïn memestra. Evit en em sioulaat. Ne fellas ket d’ar vaouez reiñ dezhañ e walc’h, tampir, skeiñ a reas ganti. Ha klask krougañ anezhi da echuiñ. Sevel a reas klemm. Ur seurt « gwallzarvoud labour » e oa, neketa ?
Ha padal ne oa ket ar penn-dramm un den a netra. Savet en doa e skol surf zoken. Met dalc’het e oa gant an dramm, ha se zo hent ar pec’hedoù hag ar sotonioù. Hag eñ 34 vloaz !
Kondaonet e voe d’an 29 a viz eost da 24 bloavezh toull-bac’h, 6 mizvezh anezhe gant goursez. Abaoe 20 mizvezh e oa e prizon, leusket eo bet da vont…
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Bro Vigouden : dindan dramm e sko gant e zealerez”
N’eo ket kentoc’h 24 mizvezh toull-bac’h ?