An Turball (44) : muntr Soizick Jarno, ar vab serret

Spontet eo bet tud An Turball gant muntr Soizick Jarno, ur gelennerez war he leve. Ur plac’h trankil, uhel ha jentil e oa hervez tout an dud. Kavet e oa bet he c’horf d’al lun 08 a viz gwengolo tra ma oa an tan en he zi eus ar straed Maréchal-de-Lattre-de-Tassigny.

Abaoe an deiz-se, e oa an archerien o klask war-lerc’h he mab Noé. Advabet e oa bet hennez, en Haïti, d’an oad a daou vloaz. Ha ne oa ket ur paotr sioul. Tan a oa etre eñ hag e vamm, dreist-holl abaoe ma oa deuet da vezañ ul laer.

Kerkent ha ma oaras kerzhout, forzh penaos he doa bet problemoù gantañ. Hag eñ krennard e tleas maer An Turball hag an archerien mont etre eñ hag e vamm.

Ha goude e krogas gant e hent fall. Komañsiñ a reas da laerañ an tiez hag ar goñversanted. Ar pezh a vouetas ur roll lez-varn hir evel an drougamzer. E miz c’hwevrer 2023 e voe kondaonet da dri bloavezh hanter a doullbac’h evit bezañ laeret ur pizzeria e Donez. Aotreet e oa bet gant ar prizon da aveliñ e benn e-pad un deiz pe zaou met profitañ a reas eus an amzer-se evit laerañ stalioù e kreiz an deiz. C’hwec’h en holl e Saint-Seb’, e-kichen Naoned ! Un deiz e vrakas ur marc’hadourez bleunioù hag e teuas antronoz evit he laerañ en-dro ! ‘fin ar gont e vo serret just a-raok ur brakaj all.

War-dec’h e oa evel just rak ne oa ket distroet d’an toull-bac’h goude e goñje. Hag en defe bet amzer da vont d’An Turball evit lazhañ e vamm ha lakaat tan en he zi ? Setu ar pezh o defe c’hoant gouzout an archerien… Ha zo gwasoc’h : meur a amezeg o deus gwelet anezhañ o rodal tro-war-dro da di e mamm an deiz a-raok e vefe kavet korf ar paourkaezh maouez.

Serret eo bet ar mab dinatur d’an 11 a viz gwengolo. 23 bloaz eo. Emañ an archerien oc’h atersiñ anezhañ.

Crédit photo : DR
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “An Turball (44) : muntr Soizick Jarno, ar vab serret”

  1. Dir Ha Tan dit :

    Deiz-mad deoh ha trugarez deoh evid an articl-se.

    Hogèn, ez eus fazioù hervezoun. Da scouer er frazenn-se:  » Ha zo gwasoc’h : meur a amezeg o deus gwelet anezhañ o rodal tro-war-dro da di e mamm an deiz a-raok e vefe kavet korf ar paourkaezh maouez. » Ar c’hemmadur a vez graet var lec’h  » e » hag eo red scriva :  » e vamm » . Kemmadur m dont a ra da veza v var lec’h  » e ». Ha me sonj, ivez, ez eus eur c’hemmadur all red:  » ar baourkaez vaouez ».
    Mad eo implij Chatgpt, pe Grock evid scriva e Brezoneg ha difazia. Hogèn, Chatgpt a ra calz fazioù c’hoaz. N’eo ked barrek c’hoaz.

  2. herve Brétuny dit :

    hervez an den ampart e toponomiez , e vefe gwelloc’h « AN DREBAOL » eget « AN TURBALL « (kemmadur ebet !)

    ….un afer trist penn da benn

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.