Stourmet he deus ar gevredigezh Fer’Retz betek ar fin evit ma ne vefe ket serret da vat an tamm linenn hent-houarn etre Saint-Hilaire de Chaléons ha Pembo, da lavaret eo etre ar su hag an norzh eus Bro-Raez, gant SNCF Réseau. En aner. Gant lez-varn melestradurel Naoned he deus tapet ar gevredigezh ur vreliñsadenn ar sizhun-mañ.
Istimet en deus al lez-varn e oa bet graet ur studiadenn sirius gant an SNCF evit gouzout ha moaien e oa da zerc’hel bev al linenn ha kaset e oa bet ar studiadenn-mañ d’ar « rannvro » broioù-al-liger hag a zo e-karg eus al linennoù tren bihan.
Eus he zu, ar gevredigezh a lavar « n’eo ket sklaer an traoù » eus tu an SNCF.
Forzh penaos, hervez ar varnerien, n’eus ket mui a veajourien abaoe 1939 war al linenn ha ne vez ket mui charreet marc’hadourezhioù abaoe 1998. Ha goloet eo ar reilhoù gant ar strudaj.
Ha padal, e-keñver stad an hentoù kirri-tan bras, stanket holl d’ar mintin ha da fin an abardaez, e Bro-Raez, dreist-holl ar re az a betek Sant-Nazer pe Naoned, e vefe un dra vat kaout muioc’h a drañsportoù boutin, foran ha marc’had-mat. Ha gwelloc’h e vefe evit ar c’hlimat, anat d’an holl.
Aon o deus paotred ha merc’hed an tren e vefe treuzfeurmet al linenn houarn e linenn c’hlas gant goudroñs warni.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine