E miz here 2025 e oa un oto o plantañ tizh war an hent RN165, « hent ar su », etre Naoned ha Brest. Eus An Oriant e oa partiet ha fellout a rae d’an daou zen mont da vBrest da gas ur gargamant a zramm. Ha ne oa ket chichon a oa gante, heroin ne lavaran ket, 16 000€ en holl hag a oa just dindan treid an treizhad. Met pa errujont e Brieg e oa ar valtouterien o c’hortoz anezhe…
D’an 21 a viz du e oant o-daou dirak ar barner e lez-varn Kemper. Ar bleiner a arguzennas war an ton-mañ : dindan dramm e oa ma mignon, n’em boa ket c’hoant da leuskel anezhañ bleinañ, neuze e oa me ouzh ar stur met n’on ket un trafikour, n’on ket eus ar bed-se ». Hag eñ da ouzhpennañ : « Ma mije gouvezet petra e oa ‘barzh ar c’harr-tan mije ket bet gant ma c’homper ».
Hag e vignon da anzaviñ : « Ne ouare ket ar pezh a oa er seier. Kejet moa ouzh un den a anavezen an noz-mañ en Oriant. Gourdrouzet en doa ac’hanon ha goulenn ganin, kement ha sioulaat an traoù, e mije kaset sac’hadoù dramm da vBrest, me ne ouaren ket e oa heroin e-barzh ar seier » emezañ.
10 menneg a zo war e roll lez-varn. Hervezañ eo peogwir eo ampechet, gant elvoù emañ, ha « diaes eo dezhañ en em vestroniañ a-wezhioù ».
Disheñvel-krenn e gomper. Un den sirius e hañval bezañ. A-wezhioù e ro an dorn e soubennoù publik evit ar re baour. C’hoant en deus labourat e gwerzhañ ha feurmiñ tiez.
A-benn ar fin eo bet kondaonet an hini kentañ da 15 mizvezh toull-bac’h mui 5 ouzhpenn gant goursez ha leusket da vont egile.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine