
Morbihan : Paul Molac en e greñvañ, ar vroadelourien en o izelañ
Paul Molac a zo e penn ar jeu ar sul-mañ e reter ar Morbihan gant 37,65% eus ar mouezhioù. Pezh zo n’eo ket deuet a-benn paotr e lezenn da dizhout ar 50% kerkent hag an dro gentañ evel e 2017. A-eneptañ e vo Rozenn Guegan evit strollad Macron. Tomm eo bet d’he revr rak 35 mouezh a zo etrezi ha