Morbihan : Paul Molac en e greñvañ, ar vroadelourien en o izelañ

morbihan

Paul Molac a zo e penn ar jeu ar sul-mañ e reter ar Morbihan gant 37,65% eus ar mouezhioù.  Pezh zo n’eo ket deuet a-benn paotr e lezenn da dizhout ar 50% kerkent hag an dro gentañ evel e 2017. A-eneptañ e vo Rozenn Guegan evit strollad Macron. Tomm eo bet d’he revr rak 35 mouezh a zo etrezi ha Lhéa Le Flecher eus an NUPES. Diaes e vo dezhi rastellat muioc’h a vouezhioù d’an eil tro, avat, pezh a dalv e vo addilennet Paul Molac a dra sur.

E pastell-vro Gwened e oa tri broadelour war ar renk : Jean-Jacques Page e anv ar PB, François Ramel e anv an UDB hag an dizalc’hour Bertrand Deleon. En holl ez eus bet rastellaet 3,16% eus ar mouezhioù ganto holl. Marteze e vefe bet gwelloc’h en em unvaniñ kerkent hag en dro gentañ ?

E pastell-vro an Oriant ne vo ket Ronan Loas en eil tro. Tomm e c’halon ouzh ar brezhoneg ha Breizh adunvanet eo maer Plañvour met n’eo ket bet soutenet gant Asambles (strollad Macron) ar wech-mañ. Er c’hontrol zoken !

En hevelep pastell-vro, Gaël Briand, lenner feal Breizh Info ha penn-redaktour fanzine an UDB, en deus rastellaet 1360 mouezh -muioc’h eget e 2017- da lavaret eo 3,31%.

E pastell-vro An Henbont (6vet ar Morbihan) n’eo ket fall tamm ebet disoc’hoù Tifenn Siret (UDB) ma teu a-benn plac’h ar Redadeg da dizhout ar 4,61% !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !