
Kreiz Breizh : Gwirioù al labourerien disteraet abalamour d’an diouer a vedisined
Un diouer mantrus a vedisined a zo e Kreiz Breizh, ken n’hall ket mui an dud vunut en em sognal. Deizioù zo, dav eo gortoz ur sizhunvezh a-raok gellet kaout un emgav. Hag ar re nevez degouezhet e kumunioù zo n’hall ket lakaat o anv war roll pratikoù medisined ar vro. E Lozaog (22) ne vez ket mui degemeret ar