Ur blakenn-straed divyezhek en Turball

A LA UNE

Betek penn kentañ an XIXvet kantved e veze komzet brezhoneg en Turball, ur gumun eus Bro-Gwenrann e Liger-Atlantel.

Panelloù divyezhek brezhoneg-galleg a zo e mont-treoù ar gêr abaoe bloavezhioù met ne oa ket panelloù-straed c’hoazh. Staliet eo bet unan ar sizhun dremenet war hent Pen-Bron : « Hent an Doktor François Moutet » eo deuet da vezañ. Ur medisinour hag a labouras a-hed e vuhez evit an dud nammet e oa François Moutet marvet d’ar 14 a viz here 2020. Rener mezegel kreizenn Pen-Bont (ur greizenn evit an dud nammet) e oa eñ a-raok mont war e leve e 2016 ha breizhad-tre anezhañ ! Er bloavezhioù 80 e oa roet lañs d’ur verdeadenn evit an dud nammet. 200 anezhe a verde war ar mor e-pad un devezh a-drugarez da 150 bag ha 1200 den a youl vat a ra war o zro.

Evit enoriñ e vemor ez eus bet roet e anv d’ur straed ha lakaet divyezhek ar blakenn. Goude kêr Naoned eo an Turball an eil kumun eus Liger-Atlantel o staliañ pannelloù-straed divyezhek brezhoneg-galleg.

Photo d’illustration : pixabay (cc)
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

La Cathédrale Saint Basile, icône de la Russie

La cathédrale Saint-Basile a déjà plus de 450 ans et est toujours d’une éblouissante beauté. Elle est le premier...

Tyrannie sanitaire en Loire-Atlantique : malgré le Pass sanitaire, le port du masque à nouveau obligatoire dans les bars et restaurants de 68 communes

Puisqu'on vous dit que le Pass sanitaire est avant tout un outil de contrôle des populations et qu'il ne...

Articles liés