An Turball : ar merc’hed-nevez a c’hell dimeziñ koefet gant kurunenn Anna-Vreizh !

Publicité

E ti-kêr an Turball, e Bro Gwenrann, e c’hell an dud gwelet ur gurunenn eus Anna Vreizh profet ganti. Hag ar merc’hed a c’hell dimeziñ koefet ganti memes !

Rak teir c’hurunenn eus hon dugez a oa bet goveliet evit Bro Gwenrann ! Setu an istor : e 1505,  teir c’hurunenn a voe profet da deir c’humun eus Bro-Gwenrann gant Anna. Da Wenrann e voe profet an hini gentañ. An eil d’ur gêriadenn eus Seliak (hag a zo ur c’harter eus Gwenrann bremañ) hag an trede hini da gêriadenn Treskalan (ur c’harter eus An Truball bremañ). En aour e oa an hini gentañ, e arc’hant an eil hag e kouevr an hini diwezhañ. Profet e oa bet gant hon Dugez evit « solemnizaat an euredoù » a veze graet er vro. Lakaet e veze war penn ar gwragez-nevez ha mod-se e oant dimezet…evel priñsezed !

Siwazh, an div gentañ a zo bet distrujet e-pad an Dispac’h Bras met an trede hini a zo bet savetaet gant personed. D’an Turball eo bet profet ha divizet gant an ti-kêr d’he lakaat a-wael d’an holl en ur voest dreuzwelus.

Da c’houde eo bet kinniget gant eil-maer An Turball da adstagañ gant ar c’hiz kozh : lakaat ar gurunenn war penn ar wreg nevez evit solemnizaat al lid !

Evel just ne vez ket implijet an hini gwir hag a zo bet goveliet er C’hrenn-Amzer, un adskeudenn ne lavaran ket hag hemañ eo a vez lakaet war pennoù an dugezed nevez !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “An Turball : ar merc’hed-nevez a c’hell dimeziñ koefet gant kurunenn Anna-Vreizh !”

  1. Iffig dit :

    plijus eo seurt pennadoù : dalc’hit ganti eta !
    Un evezhiadennig : ne vez ket lavaret « ur verc’h nevez » pe « ur wreg nevez » evit ur vaouez o timeziñ met « ur plac’h nevez » (hag « an dud nevez » evit ar c’houplad.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, QUIMPER

À Lanniron, l’été des aventuriers : chevalerie, corsaires et rapaces dans l’ancien domaine des évêques de Quimper

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, NANTES

Le festival Anne de Bretagne fait vibrer la Loire-Atlantique bretonne

Découvrir l'article

Insolite, NANTES

La Poste émet un nouveau timbre à l’effigie d’Anne de Bretagne

Découvrir l'article

Guérande, Politique

La Turballe (44). Le maire retourne le portrait d’Emmanuel Macron pour alerter sur la crise du pays

Découvrir l'article

Guérande

Refus d’obtempérer à Guérande : une victime innocente, des policiers désarmés

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, LA BAULE, Local, Société

An Turball (44) : muntr Soizick Jarno, ar vab serret

Découvrir l'article

A La Une, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Loto du patrimoine 2025 : cinq sites bretons retenus pour bénéficier d’une restauration

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire

Anne de Bretagne, une nouvelle bande dessinée.

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Mjöllnir, Tintin et moi, Fort Alamo, Anne de Bretagne, La Couronne de France T3…la sélection BD de Juin 2025

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Guérande, Histoire, Local, Patrimoine

Conférence 17 octobre : Le vignoble en pays guérandais: tradition et modernité

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.