Sainte-Lucie: ar c’hreoleg, yezh ofisiel er skolioù e 2022

A-benn an distro-skol 2022 e vo ar c’hreoleg yezh kelenn ofisiel en holl skolioù eus Sainte-Lucie, un enezenn dizalc’h eus Antilhez.

Lakaat ar vugale da zeskiñ lenn ha skrivañ e kreoleg a-benn fin ar skol kentañ derez eo pal ministrerezh deskadurezh-stad an enezenn. Asambles gant ar skolaerien ha tud ar vugale e vo kensavet ar raktres-mañ.

Tro 165 000 anneziad a zo o chom e Sainte-Lucie. Saozneg eo yezh ofisiel nemeti ar vro met 75% eus an dud a ra gant ar c’hreoleg diwar galleg er vuhez pemdeziek.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Une réponse

  1. En enezenn Dominica ivez, e vez komzet kreoleg gant 80% ar poblañs. Koulskoude n’eo ket yezh ofisiel kennebeut.

Les commentaires sont fermés.

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !