Danvez-lezenn Molac spurjet (dija) gant ar bodad !

Hiziv d’an 31 a viz meurzh eo bet ensellet an danvez-lezenn Molac war ar yezhoù rannvro gant bodad ar parlamant. Degemeret eo bet an danvez-lezenn met cheñchamantoù zo enni : miret eo bet ar soubidigezh er publik met dilemet eo bet ar mellad diwar-benn ar skodennoù-skol evit ar skolioù kevredigezhel (da lavaret eo Diwan, Ikastolak, Calendretas, …). Gant kumunioù zo ne vez ket roet tamm gwenneg ebet evit ar vugale eus ar gumun skoliataet en ur skol dre soubidigezh staliet en ur gumun all.

Goulenn a ra Paul Molac e vefe graet trouz evit ma vefe adlakaet ar mellad-se en danvez-lezenn ha votet al lezenn en he fezh er parlamant d’an 08 a viz ebrel. Bec’h dezhi tudoù !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

ARTICLES LIÉS

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !