Anvioù nevez evit Norvej

Div langach a zo ofisiel e Norvej : ar bokmål hag an nynorsk. N’eo ket div yezh disheñvel, daou standard eus an hevelep yezh ne lavaran ket.

Gant 85-90% eus an norvejerien e vez implijet ar standard bokmål tra ma vez implijet an nynorsk gant 10-15% eus an dud, dreist-holl war ar maez e mervent ar vro.

Alese ez eus daou zoare ofisiel da anviñ Bro-Norvej : « Norge » e bokmål ha « Noreg » e nynorsk. Met yezhoù all a vez komzet er vro : yezhoù sami hag ar c’h/kven.

Bremañ, e lec’hioù zo, neuze he do Norvej anvioù all skrivet war ar panelloù. Er vro Same, etre Endergal hag ar c’helc’h polel, e vo skrivet « Norge » ha « Nöörje » diouzh hec’h anv e unan eus ar yezhoù same. Kostez Gradis ha Bjørnfjell e vo skrivet « Norje » ha « Vuoda » diouzh hec’h anv en ur yezh sam all ha pelloc’h en norzh e vo skrivet « Norga » ha « Norja » diouzh hec’h anv e yezh sam an norzh hag e kven.

Ur yezh finnek eo ar c’h/kven, par d’ar finneg a vez komzet e Bro-Finland. Anavezet eo e Bro-Norvej evel yezh bihanniver abaoe 2005.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !