Muntr Wilhem Houssin : an deorienn hag ar realder

Publicité

Wilhem Houssin a zo bet peurlazhet disadorn dremenet. Bazailhet eo bet e kreiz kêr e Sant-Jakez al Lannoù, da 1e GM, e-tal Roazhon gant hailhoned, « tud yaouank » e-giz e vez lavaret bremañ. O klask ul lojeiz e oa gant e vignonez pa glaskas ur strollad hailhoned laou outañ. Brevet eo bet a-vazhadoù dirak e vignonez.

Un arzour anavezet mat e Roazhon e oa eñ. Prezidant kevredigezhioù ha gitarour dornet mat. Evel an holl arzourien koulz lavarout e oa Willhem Houssin ur c’hleizour. O kantreal war e bajenn Facebook e weler splann e save e vouezh a-enep « feulster ar polis » pe e save a-du gant an enbroañ.

Disadorn diwezhañ en deus gounezet ar realder warnañ. Siwazh.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.