En inizi Anglo-Norman (Jerze, Guernesey, Serk, Herm hag Aurigny) e vez komzet saozneg, galleg met ivez normaneg. Kenofisiel eo an normaneg (ar “Jèrriais”) e Jerze abaoe miz c’hwevrer 2019 asambles gant ar saozneg hag ar galleg.
Ar sizhun-mañ eo bet embannet gant an ti-embann Blue Ormer ez eus ur geriadur normaneg an inizi-saozneg war ar stern. E 2022 e c’hellfe bezañ embannet. Diazezet eo ar geriadur-mañ war notennoù ar c’helenner JP Collas (1911-1984), genidik eus Guernesey, hag a studias pizh a-hed e vuhez ar rannyezhoù normanek a vez komzet en inizi. Gant ur gelennerez eus Cambrige, Mari Jones, eo bet daspunet e skridoù.
Ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll a zo bet lañset evit lakaat embann al levr. Rastellaat miliadoù a lurioù eo ar pal.
https://www.blueormer.co.uk/?p=2886&fbclid=IwAR04gpjgNmSfwxsrBrxDSagUM25hoJcRae8AhTrohK52Bjc82T7W0DzoWn8
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine