Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Reuz e Torigneg-Fouilharzh (35) diwar-benn an divroidi

Abaoe 8 miz ez eus ur c’hant a zivroidi oc’h ober kamping e park ar Gayeulles e Roazhon. Ar pezh zo, ar park-se a zo stok ouzh kumun Torigneg-Fouilharzh. Ur maer ekolo eo a zo e penn ar gumun-se, Gaël Lefeuvre hag a zo rener Air Breizh ivez. Pezh a dalv n’eo ket eñ ur paotr Zemmour tamm ebet ! Hogen, kinniget ez eus bet gant ar skouted “Eclaireurs de France” kreizenn vakañsiñ ar gevredigezh e Torigneg-Fouilharzh evit degemer un tregont a repuidi. Un tri-ugent bennak a zo bet kaset eno kerkent.

Bah ya, met gant ar maer eo bet kaset ar bodad surentez kement ha gwiriekaat e oa mat pep tra a-fet surentez. Hogen, n’en deus ket roet ar bodad e asant da heul ar weladenn, war a seblant ez eus traoù a-dreuz ha n’int ket diouzh al lezenn. ‘Pezh a dalv n’hall ket ar repuidi ober annez er greizenn. Me ‘gomz dit ! Un tregont a dud o deus en em staliet e-barzh an ti ha fellout a ra dezho chom ennañ mod pe vod. Ha 34 all o deus staliet teltennoù tro-dro d’ar greizenn ! Ma c’hoarvezh un dra a-dreuz, un tan-gwall pe me oar, eo ar paourkaezh maer ekolo a vo kiriek hervez al lezenn ! Aon o deus ar c’haochisted e sinfe Gaël Lefeuvre ur skrid-embann evit skarzhiñ ar skwaterien hag e kasfe ar fliked da heul, memestra.

Met penaos ober evitañ ? Hag eñ ekolo ! Pa weler penaos e tro an traoù e EELV gant ar “rousseauisted” o kemer muioc’h-mui a bouez… Ma vez galvet ar fliked gantañ e vo kontet da “faskour” ken sur ha tra !

Da c’hortoz e sko ar c’haochisted ouzh Gaël Lefeuvre par ma c’hellont war o lec’hiennoù kelaouiñ…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine

Star Wars : Un marathon inédit à Rennes pour la journée mondiale dédiée à la saga

Découvrir l'article

RENNES

Rennes. Un Géorgien en situation irrégulière et sans permis percute un enfant de 2 ans et le tue

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

LANNION

Lannion. Un migrant marocain sous OQTF condamné à de la prison ferme pour l’agression d’une jeune femme

Découvrir l'article

Economie, Immobilier

Immobilier à Rennes : les rues les plus chères à l’achat et à la location

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky