Ekomirdi ar Bintinais (Roazhon) : un diskouezadeg eus ar c’hentañ war ar bleunioù

Publicité

An nep a zo o chom e Bro Roazhon a dle mont da weladenniñ ekomirdi ar Bintinais ha, dreist-holl, kas e vugale gantañ. Digoust eo al lec’h war ar marc’had ! Er mirdi-se e c’hell Bretoned eus Breizh-Uhel dizoloiñ penaos e veve an dud diwar ar maez gwechall. Ha disheñvel eo ar Bintinais eus ekomirdioù all, hini Groez pe hini Sant-Degan da skouer kar disheñvel e oa ar vuhez gwechall er c’hontre-mañ. Pinvidik e oa Bro-Roazhon ha pinvidik an damanioù a oa puilh tro Roazhon.

Abaoe nebeut e weler ur seurt « Dihun Breizh-Uhel », gant he c’hizioù, he yezh, he identelezh ha ni Breizh-Izeliz a vez techet, a-wezhioù, da chom hep klask anavezout muioc’h Gorre-Breizh. Ur domaj eo.

Er mare-mañ ez eus un diskouezadeg eus ar c’hentañ e ekomirdi ar Bintinais : « Fleurs, au-delà des apparences » hec’h anv. E penn-kentañ e soñje din e vefe borodus. Estreget ar re sot gant ar bleunioù, piv bennak a vefe dedennet gant seurt diskouezadeg, lârit din ?

Er c’hontrol, bez ez eus anv eus istor sokio-sevenadurel ar bleunioù e Breizh ha, pelloc’h, en Europa. N’eo ket bleunioù a vez gwelet nemetken, istor Breizh dre istor ar bleunioù ne lavaran ket. Ha desket ‘m eus ur bern traoù : ar c’hentañ « krash » arc’hantel a zo c’hoarvezet en Izel-Vroioù e 1637 abalamour d’ar brokerezh war an tulipezennoù da skouer. Pe penaos e vez aozet marc’had ar gwerzh bleunioù hiziv ha deus pelec’h e teu al lodenn vrasañ anezho. Ha gouzout a rit penaos e veze aozet an dilhad sul gant bleunioù gwechall e Breizh ?

Ouzhpenn-se, a-fet aozadur eo bet sellet pizh ouzh an doare da sklêrijennañ objedoù ha taolennoù an diskouezadeg. Un taol kaer !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Economie, Immigration, Immobilier, Local, RENNES

Setu loc’het « redadeg al lojamant » evit ar studierien (memes ar re eus an tu-kleiz) !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Insolite, Local, RENNES, ST-MALO

Roazhon : M’Bemba Guirassy ar marabout en deus tec’het kuit a-raok bezañ kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur dibenn-sizhun wok ha nec’hus

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : un Eritrean kondaonet evit bezañ kontellet ur c’henvroad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : argadoù revel war bugale e kamp Maurepas ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.