11 a viz du : tolpadegoù al Libre-Pensée e Breizh

monuments_morts

Evel bep bloaz, da geñver an 11 a viz du, en em dolpo ar strollad jakobin « Libre-Pensée » dirak monumantoù evit ar re varv. E Breizh eo bet embannet 6 tolpadeg gant ar strollad :

• Melioneg (Bro Pourlet) : e koun Frañsez Laorañs fuzuilhet rak n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet : hemañ ne ouie nemet brezhoneg. Met n’eo ket evit se en em dolpo al Libre Pensée, evel just. Ur galv zo bet graet ivez gant an LDHl’ARAC, ar Mouvement de la Paix (un eilstrollad eus ar PCF), ar c’hCoordination Anarcho-syndicaliste, ar Société des Lecteurs de l’Humanité du 22, an UD CGT hag an UD FO.

• Ferred (Bro Felger) : e koun ar c’haporal Lechat, unan eus « kaporaled Souain » fuzuilhet er Champagn.

• Sant-Nazer (Bro Naoned)

• Naoned (Bro Naoned) gant an LDB hag an ARAC

• Antr (Bro Naoned) e koun ar soudard Kerfontan. Hemañ e oa soudard hemolc’her en 11vet rejimant an ijin, fuzuilhet eo bet gant al lu gall, d’ar 24 a viz Gouhere 1916 en Hersin-Coupigny

• Prevel (Bro ar C’hap) gant an LDH, ARAC, Mouvement de la Paix, CNT, 4 ACG. Ur brezegenn e vo graet e ti ar CNT da c’houde.

• Gwened (Bro Gwened) er porzh.

Ha manifestet e vo el lec’hioù-se a-enep seurt strolladoù jakobin ha kommunour gant an emsaverien Vreizh a vanifestas a-enep Eric Zemmour e Pleurestud ha Naoned ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS