Jobdating e Logunec’h : n’eo ket vaksinet, an anaoue a zo taolet warnañ !

A LA UNE

Gwasoc’h-gwashañ : d’an 19 a viz du, Sebastien Noblet a felle dezhañ mont d’ur jobdating e Logunec’h (56) da gavout labour. Gant Pôle Emploi evit an embregerezh « Goûters Magiques » eus Pluverin (56) e oa aozet an degouezh-mañ. A-raok mont di avat e sellas en-dro ouzh ar gemenadenn bet resevet gantañ a-berzh Pôle Emploi : dav e oa dezhañ kaout ar Pass Yec’hed evit mont tre. Hogen, ne fell ket dezhañ bezañ brec’het evit ar c’hovid rak tapet fall eo bet un den eus e familh gant ar vaksin-mañ.

A-benn ar fin n’hallas ket mont d’ar jaobdating, hag eñ dilabour ha bugaleet.

An deiz war-lerc’h e resevas un SMS-all a-berzh Pôle Emploi evit ur jobdating all e Sant-Yann Brevelez (56). Hag amañ ne oa ket anv eus ar Pass Yec’hed ! Evit ur forom an implijoù e Pondi d’an 23 a viz du, avat, e oa kaoz en-dro eus ar pass yec’hed. Bewech e cheñch ar reolennoù. Perak ?

Da c’hortoz, n’hall ket eñ hag ar re eveltañ mont da gerc’hat ul labour e seurt degouezhioù… Daou seurt tud a zo e Bro-Frañs bremañ !

https://actu.fr/bretagne/locmine_56117/pass-sanitaire-test-pcr-obligatoires-pour-un-job-dating-s-noblet-c-est-de-la-discrimination_46699142.html

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Rennes. Ivre et drogué, un « mineur » né au Maroc interpellé après avoir foncé sur les policiers avec une voiture volée

À Rennes, les policiers ont été contraints d'ouvrir le feu pour stopper la course d'un fuyard alcoolisé et drogué...

Valérie Pécresse chez les islamistes : l’Observatoire de l’Islamisation publie une vidéo accablante

Voici une vidéo qui va faire tâche dans la campagne présidentielle de Valérie Pécresse. Intitulée « Pécresse chez les...

Articles liés