Nozvezh follentez evit Fatima e Felger : ur bloavezh toull-bac’h

Publicité

Fatima, 35 bloaz anezhi, a zo bet kondaonet d’ar 5 viz genver gant lez-varn Felger. Tremen a raio ur bloavezh o prederiañ en toull-bac’h war ar pezh he deus graet un nebeut mizioù a-raok… ma vez serret anezhi, atav !

Rak n’eo ket Fatima dianavezet gant ar justis rak 13 menneg a zo war he roll lez-varn dija, ‘pezh n’eo ket fall, neketa ? E Felger d’ar 26 a viz gwengolo 2021 neuze he doa lammet gant ur paotr kozh a 82 vloaz evit laerañ digantañ… 4€ ! Skoet he doa gant ar paotr ampechet gant unan eus e vazh loaiek ha skilfet anezhañ da heul.

Met ne oa ket a-walc’h evit an nozvezh, goude-se Fatima a skoas ouzh kirri-tan parket e kreiz-kêr Felger. Sachet war ar c’hilsellerien, rifennet ar c’harrastellioù, 14 en holl a zo bet diheiliet ganti. Brav !

Serret e oa bet gant ar boliserien rak filmet e oa bet oc’h ober he reuz ha deuet e oa, un nebeut deizioù war-lerc’h er c’homiserdi evit sevel klemm rak laeret e oa bet diganti ur marc’h-houarn. Pa vez laeret al laerez !

A-benn ar fin, ne zeuas ket Fatima dirak al lez-varn d’ar 5 a viz genver evit klevet he fegement. Pelec’h emañ-hi ? En tu-all d’ar mor kreizdouarel moarvat…

Dleout a raio 11000€ d’he reuzidi met emañ bepred Fatima o vale d’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ.

https://actu.fr/bretagne/fougeres_35115/fougeres-elle-agresse-un-octogenaire-raye-des-voitures-et-casse-des-retroviseurs_47706366.html

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : brezel ar pretioù

Découvrir l'article

QUIMPER, Sociétal

De Quimper à Beg-Meil : quand une ligne de bus exporte le désordre sur les plages bretonnes

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

Ensauvagement, RENNES

Rennes. Tirs, coups de couteau : plusieurs violences en quelques jours

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Politique

Sénatoriales 2026 en Ille-et-Vilaine : Gilles Pennelle tête de liste pour le RN

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.