Machikoul (44) : Ur gazetenn nevez evit ar « Marais Breton » !

Publicité

Gwechall ne veze ket graet eus kontre Machikoul ar « Marais breton-vendéen » rak ne oa ket eus ar « Vendée ». E 1790 eo bet krouet departamant ar « Vendée » diwar anv ur stêr a dreuz an tiriad-se anvet « ar Poatev-Izel » gwechall. Ar « Marais Breton » a veze graet eus bro Machikoul ha netra ken. Kenderc’hel a ra ar re gozh d’ober gant an anv-se pe gant ar ger « Marô » e parlant ar vro.

Er Marais Breton neuze warlene e stourmas tud ar vro a-enep raktres an embregerezh Airseas. Fellout a rae da Airseas sevel un dachenn-esae evit ul lien ramzel er kreiz ar wern. Ul lien a oa sañset talvezout da geflusker naturel evit al listri-karg. Ur raktres ekolo neuze hag en defe lakaet brall-divrall kempouez naturel ar Wern ! A-benn ar fin eo bet trec’h tud ar vro hag embannet eo bet gant Airseas e chome a-sav. Liammoù kreñv etre an dud a zo bet ganet diwar ar stourm-se avat hag a-benn ar fin e tivizas reoù zo da genderc’hel gant an avañtour dre « ober traoù asambles ». Setu penaos ez eus bet lañset ur gazetenn « Le Marais libre, le canard du marais breton » nevez zo. 140 skouerenn a zo bet embannet evit an niverenn gentañ. Er gazetenn-se ez eus pennadoù diwar-benn an natur, buhez ar wern, gizioù ar wern. Ur gwir c’hazetenn lec’hiel evit tud ar vro !

Evit mont e darempred ganto ha kaout un niverenn : [email protected]

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.