Hiziv e oan war an aod e Bro-Dreger. Mouch-avel a oa. Plijus-tre ! Ne oa ket re domm deomp.
Met ne oamp ket hon-unan war an draezhenn gant ma dousig…
En hor c’hichen e oa ar familh parizianed. Arab an tad, gall ar vamm. Tri faotr o doa. An daou goshañ a oa o kouronkañ en hor c’hichen.
– « Wech, la mer elle monte. Oh la dinguerie, wech. Wech. Wech (x40) Dinguerie wech. Le rocher là, on le voyait tout wech. Dinguerie wech »
– « Wech c’est quoi là. Wech. Un crabe. On dirait un bébé crabe. Wech dinguerie. Wech. Wech. Dinguerie wech. Délire wech »
Ne ouian ket e oa lañvioù e Breizh. Dalc’het int bet gant-se e-pad div eurvezh. Mui ar granked. « Délire wech ! »
Hag evel just ne oant ket didrouz. Uhel e komzent. Pe e huchent a c’heller lâr’.
Un tamm pelloc’h e oa div blac’hig en o 17 vloaz marteze. Eus Paris ivez, Komz a raent eus o lise e Versailles pe me oar. O rouzañ e oant ha tout an dud a gleve anezhe o komz. Dreist-holl pa oamp o pellgomz d’ur mignon.
-« Genre. Ouaih genre. Genre. Genre… Là chui en mode plage tu vois. Chill. Genre ! Fait beau genre. Tu crois que c’est trop froid la mer, genre ? J’ai pas envie d’y aller en mode waaaw ça caille, tu vois ? Genre rhume genre. »
Penaos e c’hell tud zo leuskel o bugale komz mod-se ? « Bannleveg » a c’heller anviñ ar langach-mañ ? N’eo ket luc’haj a reont gantañ, brizh-langach ne lavaran ket. Ne soñj ket din em eus klevet 30 ger disheñvel e-barzh begoù ar re yaouank-se. Geo ! Unan eus ar baotred en deus lavaret (etre div « wech ») « submergé ».
« Wech le rocher est grave submergé wech »
Souezhet on bet un tammig. Surawalc’h en doa desket ar ger-mañ er skol.
E-keit-se e oa e dud o vutuniñ hag o sellet ouzh o fellgomzerioù. Ha ni war unan eus traezhennoù kaerañ Breizh. Gant reier roz, un traezh fin.
N’eo ket un afer a live sokial, un afer a live sokio-sevenadurel, sokio-yezhel ne lavaran ket.
Evit a sell ouzh ar langach, Paris zo deuet da vezañ ur poull-hañvouezenn.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
5 réponses à “« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….”
Du-mañ vimp boezet da lavarout « gast va Doue » pe ‘gastoù va ». Echuet eo gant an « titi Parisien ».
Pegen dister eo ar pennadoù a ginnigit dimp.
Hennezh a lavaras « Wech » : va Doue !
N’hoc’h eus netra spletusoc’h da ginnig dimp ?
Evit lâr deoc’h ha d’ar re all…ar re a zo bouezet da bregañ e brezhoneg ar pezh Matao eñ-eus lavaret nemet eo ur kaoc’chad gaochist, unan eus ar re tu kleiz! E brezhoneg n’eo nemet brezhoneg DIWAN ! Hennañ n’eo ket kad da staot pelloc’h! Kas da reor kuit Matao…digorit da skouarn kaoc’h!
fentus tré ho pennadenn. Ré a varizianed zo, siwwas, wech!
Raymond, mab an diaoul ! Da vrezhoneg zo truezus, salopiri !
« Ar pezh Matao eñ-eus lavaret nemet eo ur kaoc’had » : « Ar Pezh emañ Matao o paouez lavaret n’eo ken met ur c’haoc’had »
« Unan eus ar re tu kleiz » : « Unan eus ar re eus an tu-kleiz »
« E brezhoneg » : « E vrezhoneg »
Et caetera. Kouezhet out diwar lost ar c’harr, ‘m eus aon ! Ur spont eo lenn da zoare da gomz, da vrezhoneg treflez zo ur vezh !