N’eo ket echu gant mare ar c’henfinañ e Henwinieg e Bro Gwiniegi Naoned ! Met ar wech-mañ eo an evned a vo kenfinet : Daou atant sevel yer ha houidi a zo bet skoet gant grip an evned e fin miz c’hwevrer. Alese ez eus bet divizet lazhañ holl loened an atantoù ha diloueziñ ar savadurioù da heul.
Da c’hortoz ez eus bet savet un takad kenfinañ tro-dro da Henwinieg. Tout ar c’humunioù tro-dro a zo e-barzh (penn-da-benn pe evit darn) : eus Kerc’haoueg betek marzoù ar Vañde dre vras. En takad-se e vo graet an niveradeg eus tout an evned o zo e-barzh hag dalc’het evezh outo.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine