Afer Anna-Chloé : ar glemm disklêriet « didalvoud »

Publicité

Reuz ha safar a oa bet e Breizh hag e Bro-C’hall a-bezh pa oa kouezhet Anna-Chloé, ur grennardez afrikan, war porzh ul lise eus Chamberry e Bro-Savoa. Kouezhet e oa hec’h-unan ha stoket he doa he fenn ouzh ur bank. Gloazet e oa bet gant se hag adwriet da c’houde.
Met ne fellas ket d’ar vamm (ur gamerounadez anezhi) anzav e oa kouezhet he merc’h hec’h-unan. Savet klemm he doa rak Anna-Chloé a grede e oa bet bountet gant « skolidi gouennelour » ha galvet an dud da vanifestiñ. Ha, dreist-holl, he doa reklemet ar vamm e vefe kaset arc’hant dezhi evit paeañ ur breutaer ha « profigoù da Anna Chloé ».
Siwazh n’eo ket bet kredet nag Anna-Chloé nag he mamm gant ar lez-varn rak disklêriet « didalvoud » eo bet klemm mamm Anna-Chloé d’ar meurzh 23 a viz meurzh. Echu gant an afer ha padal e kendalc’h ar vamm d’ober safar. Reklem a ra souten an UNESCO pe me oar bremañ !
Da c’hortoz emañ lise kozh Anna-Chloé o c’hortoz disoc’hoù ar glemm a zo bet savet a-enep ar re a c’houdrouzas rener al lise da heul lamm ar grennardez

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.