Korzed (44) : 400 karavanenn war tachennoù prevez

Publicité

Bep bloaz e vez ar memes c’hoari e bro Sant-Nazer pa erru an hañv : Termajied oc’h en em staliañ a-zruilh war tachennoù prevez. Hag, evel just, n’haller ket o skarzhiñ. Abaoe ar sadorn 2 a viz gouere setu ar pezh a c’hoarvez e Korzed, e Bro-Raez.

E Korzed, 400 karavanenn o deus en em staliet war tachennoù prevez hep goulenn gant den ebet. Tachennoù ha parkoù evit al labour douar sañset. E kreiz an endervezh setu plantet ar c’haravanennoù, staliet ar mekanikoù gwalc’hiñ ha diskarget ar poubelennoù kentañ. Ha padal ez eus un dachenn evit o degemer e Sant-Brewen, met blev ! Diwar abegoù diaes da gompren evit Yann Gadjo ne fell ket da veuriad-mañ-meuriad mont d’en em staliañ war tachenn-mañ-tachenn rak chikan a zo etrezo hag ur meuriad-all.

Lavaret eo bet gant maer Korzed e vo savet klemm dirak al lez-varn kerkent ha dilun. Soutenet eo gant « kevredigezh ar vaered eus Liger-Atlantel » hag he deus embannet ur gemenadenn m’emañ skrivet « e-barzh ar Republik emañ kumuniezh an dermajied. War-se he deus gwirioù met ivez dleadoù ».

Bep bloaz e vez ar memes c’hoari e Bro-Naoned ha bep bloaz e klever ar memes digarezhioù.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.