Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pornizh : un den a-evezh war ti e amezeg kontellet gant daou laer

E meur a gêr e vez laouen an dud da eveshaat war tiez o amezeien pa’z eont kuit da vakañsiñ. Ur seurt “kengred karter” eo, kuit da baeiañ embregerezhioù surentez koustus-kenañ.

E Pornizh ez eus bet lakaet seurt sistem e pleustr. Siwazh, d’an 11 a viz gwengolo eo bet kontellet ur paotr en e 60 vloaz gant daou laer a oa o rodal tro-dro d’un ti.

Tro 4e30 GM e kêriadenn an Tabier e Pornizh, daou zen a zo en ur c’harr-tan. Parket dirak un ti m’emañ e berc’henn o vakañsiñ. Un amezeg en deus gwelet an daou lampon. Mont a ra da doullañ kaoz ganto met int az a e fulor ha stekiñ ouzh karr-tan ar fri furch. Klask a ra kregiñ e-barzh e bellgomzer evit ober fotoioù anezho met ne zeu ket a-benn : an daou laer a ro taolioù kontell dezhañ. Kouezhañ a ra dirak e wreg vantret, gloazet e meur a lec’h.

Kaset eo bet d’an ospital gant ar SAMU. Ouzhpenn d’an taolioù kontell eo bet torret e glopen gant al laeron. Dimeurzh vintin e oa en arvar bras c’hoazh ken ne oar ket ar medisined ha savetaet e vo pe get.

War-dec’h emañ an daou laer.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Laeroñsioù, feulster, dramm, degemeret mat e Bro-Raez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, LORIENT, Société

Tier laeret ‘b’ar Morbihan, diskred àr termajied

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar Groazig (44) : laeroñsioù, tiez ha biggi skwatet, un Aljerian dindan OQTF kondaonet

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Dinan : un dek stal bennak laeret

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local

Klison (44) : bravigoù laeret e ti ar bizaouier war greiz an deiz

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Brest : al laer Aljerian boesonier ha drammet n’en deus soñj ebet eus ar pezh a zo c’hoarvezet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Gwened : edan OQTF e klask ar Jeorjian laeriñ produioù kosmetek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Loudéac, Société

Loudia/Lozaog : ur c’houplad a estrañjourion a “weladenne” an tiez-koñvers

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, LORIENT, Société

Ar Bank Bro-C’hall (dam-)laêret e An Oriant : tud arestet e Paris hag e Bro-Spagn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic

Pornizh (Bro-Raez) : ha pemp savadur ouzhpenn evit ar re binvidik !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky