Daou drafikour dramm ha dilhad eus Mayotte barnet e Kemper (29)

Publicité

E Bro-Kemper, ar re a venne resevet drogach er gêr pe prenañ dilhad (dambrezet) diouzh ar c’hiz e oare penaos ober : pellgomz pe kas ur gemenadenn da Sap290, Fashionshop pe Ubershit290, diouzh an anvioù a ve gwelet war ar rouedadoù sokial. En tu-all d’al linenn, daou vreur eus Mayotte. Ganto e veze prenet an dilhad, dor Clignancourt e Paris, da lavaret eo e « marc’had al laeron », hag adwerzhet e Kemper. Hervezo, ur c’hanab a oa evito-daou nemetken, evit o « bevezerezh dezhe ». Met, e-keñver tout ar pezh a oa ganto (muioc’h evit ur c’hilo !), e soñj ar boleserien e oa kentoc’h evit trafikañ.

Heuliet o deus ar varnerien ali ar boleserien ha kondaonet eo bet an daou vreur d’ur vloavezh toull-bac’h tra m’en doa goulennet ar prokulor an hanter muioc’h !

Crédit photo : No logo

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.