Breizh (4 departamant) : 90 post kelenner dilamet !

Publicité

Nebeutoc’h-nebeutañ a vugale enskrivet er skolioù e Breizh 4 departamant, setu ar pezh a zo bet rakjedet gant an Deskadurezh-Stad evit 2023. War-se e vo dilamet 60 post kelenner, mui 30 er skolajoù ha liseoù !

N’eo ket mod-se e vo dalc’het ar skolidi e skolioù ar bourkoù bihan. N’eo ket mod-se ez aio war-zigresk an niver a vugale e klasoù zo. Ne vern, arboellet e vo arc’hant gant an Deskadurezh Stad ha setu pal an adreizh-mañ, ken sur ha tra.

Ha, war un dro, e vo 3 fost a gelenner e brezhoneg er Genstrivadeg 2023 nemetken. « Pevar pe bemp a oa bep bloaz abaoe 10 vloaz » eme Kelennomp met ar bloaz a zeu ne vo ket ‘met 2 bost CAPES hag 1 post CAFEP -prevez. Dislavar eo ar Stad e-keñver ar pezh e oa bet sinet gantañ er c’hevrad Stad-Rannvro 2022-2027 (mellad 30) neuze :

«L’État affirme sa volonté d’aboutir à la parité horaire effective de l’ensemble du second degré en renforçant le recrutement et la formation à la langue bretonne d’un nombre adéquat d’enseignants de disciplines non linguistiques. L’objectif de l’enseignement bilingue est la parité de compétences en langues française et bretonne.»

Skrivet en deus Kelennomp da gannaded Breizh evit ma vefe klasket penn ganto gant Pap NDiaye, anezhañ ministr an Deskadurezh Stad.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.