Distro-skol : etre ar vugale ha n’int ket mestr war o nerzhioù, o zud torr-penn hag ar gelennerien gaochist, chañs vat d’ar re all !

Publicité

A-benn nebeut e vo an distro-skol !

Ar gelennerien a c’hello adkavout ar vugale « dis- » pe HPI pe TDAH pe aotek « autodiag » pe get pe ne ouzon petra c’hoazh. Kant liv a glañved-spered, kant program disheñvel !

Ar mistri-skol zo vont d’ober anaoudegezh gant tud nevez, tud ar vugale a gomañso ar skol ar bloaz-mañ. Hag ar re nevez a zo diaesoc’h evit ar re gozh hervez kont. Bremañ, dav eo teurel evezh ouzh ar raganvioù, ar jener, an « ezhommoù dibar » hag ar « fromadennoù » a-raok deskiñ d’ar vugale lenn, skrivañ ha kontañ.

Ar re washañ eus ar gerent n’int ket niverus met ober a reont trouz. Ha gallout a reont ober un teilad trouz en ur skol.

Met, dav e vo teurel evezh ouzh ar gelennerien eus an tu-kleiz ivez. E 2027 e vo ar votadegoù prezidant hag emaint o vont da dreiñ sot gant-se. Graet e vo propaganda ganto met n’hallo den ebet kavout abeg ba se. Ur gaochist a c’hell ober politikerezh er skol, un dra normal eo kar eñ zo e Kamp ar Mad. Ha ma vez lavaret un dra dezhañ e hucho war ar rouedadoù sokial, e lako e sindikad (eus an tu-kleiz) er jeu hag all.

Forzh penaos, ha pa vefec’h ur gelenner bennak pe un den bennak hag en deus e vugel er skol, ne vioc’h ket sikouret gant an Deskadurezh-Stad ma’z eus un dra a-dreuz. « Tamm reuz ebet », « Pas de vague » e galleg.

Ar Skol zo klañv. Ha pa vefe Diwan, ar skolioù publik, prevez, ne vern. Klañv eo bed an Deskadurezh. Klañv eo ar gevredigezh a-bezh.

Chañs vat d’ar gelennerien « normal » evit an distro-skol, chañv vat d’ar vugale « desavet mat » (p’o defe diaesterioù pe get) evit an distro-skol ha chañs vat d’o zud. Kar ar bloaz-mañ c’hoazh, ar re normal, ar re seven, ar re boli hag ar re a labour a vo atav dindan diktatouriezh ar re n’int ket.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Distro-skol : etre ar vugale ha n’int ket mestr war o nerzhioù, o zud torr-penn hag ar gelennerien gaochist, chañs vat d’ar re all !”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Echuet gant ar vakañsoù poent d’al lezireien krog ‘barzh al labour. Pa edon (e oan) e skol a Ripiblik e Kemper morse ar c’helennerien a lâre deomp evit piv votiñ!

  2. Kredpo dit :

    Ar bloaz-mañ e vo c’hoazh poellgorioù displet war ar « gevatalded plac’h-paotr », kelennerien eus an tu-kleiz evit pouezañ war raktresoù ha lod o tifenn ar reizhskrivañ « inclusif ».

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Biathlon, Sport

Biathlon : le guide de l’hiver 2026-2027 est sorti

Sociétal

Emmanuel Todd : « La Dislocation », ou l’Occident en vaisseau fantôme

Politique

Bretagne : les maigres troupes de Gabriel Attal

Rugby, Sport

URC : Édimbourg seul invaincu et en tête, doublé écossais au classement

Politique

Modifier la Constitution ? On peut compter sur le sénateur Yves Bleunven pour s’y opposer

Culture, Culture & Patrimoine

Nestor Burma en Bretagne (bande dessinée)

International

Royaume-Uni : un réseau soupçonné d’avoir fabriqué de fausses demandes d’asile de migrants se disant homosexuels

Sociétal

Ce qu’un père apporte à sa fille, et que personne ne peut remplacer

Santé

Arthrose du genou : yaourts et fromages associés à un risque plus faible

Economie

Fonction publique territoriale : les centres de gestion bretons accumulent des réserves trop importantes

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société

Ur sindikad nevez e-barzh Diwan

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

CARHAIX

Langue bretonne à Carhaix : moins de locuteurs, mais une pratique qui se rajeunit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Patrimoine, Société

Epreuve en langue régionale au bac : le syndicat gauchiste SNES-FSU fait une crise d’étatisme scolaire

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Lannarstêr : serret e vo ur skol divyezhek

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Histoire, Patrimoine, Société

Pays Basque : les lycéens de Bayonne prêts à la rébellion pour pouvoir passer le bac en basque

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.