Skol-veur Roazhon 2 stanket : mersi dit Louis Boyard, tamm mab bourc’hiz ac’hanout !

Setu ! Goude prezegenn Louis Boyard, ar c’hannad LFI bet marc’hadour dramm, en hall L eus Roazhon 2 setu stanket ar fak. ADARRE !  Diwar peseurt abeg ? Adreizh ar retredoù anat deoc’h ! Evel just ez eus peadra da sevel mouezh a-enep an adreizh Macron, ken… direizh eo justawalc’h, dreist-holl evit ar re o deus micherioù diaes. Met petra dalv ober harzh-labour evit studierien ? Ha lakaet diaes e vo ar gouarnamant hag ar batroned gant-se ? Petra a vez produet e Roazhon 2, estreget LGBT ha gaochisted nevez ?

Piv a vo lakaet diaes gant an harz-labour-se e gwirionez ? Ar studierien baour an hini eo. Hag o zud. Ar re n’o do ket arc’hant a-walc’h evit paeañ ur bloavezh ouzhpenn ? Ur ranndi pe ur gambr da gavout e miz eost peogwir e oa bet stanket ar skol-veur e-pad sizhunvezhioù ha n’hallas ket studier ar tiegezh tapout e ziplom.

Ur spont ! N’eo ket Louis Boyard, mab ur bourc’hiz anezhañ (ur sterner e oa e dad) a vo lakaet diaes gant an harz-labour-mañ. N’eo ket ar c’haochisted eus Roazhon, mibien bourc’hizion an holl anezho, a vo lakaet diaes kennebeut. Bugale renkad ar vicherourien ne lavaran ket.

E Roazhon evel e Breizh a-bezh eo an tu-kleiz a-enep ar bobl ! A-enep renkad ar vicherourien hag o gwirioù d’ober studioù !

Crédit photo : Kont twitter Mensuel de Rennes

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Une réponse

  1. Labourerien da zont eo ar studierien ha liseaned. Martese, “en un tu bennak”, ur gwask a ra an traoù-se memes tra.

Les commentaires sont fermés.

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS