Bro-Skos : Nicola Sturgeon a ro he dilez !

Publicité

Biskoazh ! Roet he deus Nicola Sturgeon, kentañ vinistrez Bro-Skos, he dilez dimeurzh vintin. Abaoe 8 vloaz e oa e penn gouarnamant emren Bro-Skos.

Brud vat oa ganti betek-henn dreist-holl peogwir e tale atav ouzh Theresa May, Boris Johnson ha neuze Rishi Sunak, Tories anezho o zri. Betek ar momed diwezhañ e klaskas kaout asañt Londrez evit aozañ un eil referendum war an dizalc’hiezh.

Pezh zo, ne oa ket ken mat he jeu abaoe nebeut abalamour d’an trouz diwar-benn an treuzjenerien. Hervez ul lezenn votet gant kannaded an SNP e c’hello ar re a fell dezho « treuziñ » kerkent ha tapet o 16 vloaz hep ma vefe roet ali ur medisinour bennak en a-raok. Alese e c’hello tout ar grennarded skañv o spered hag o klask piv int cheñch jener gant tout an traoù az a da heul. N’he deus ket heuliet pobl Bro-Skos Nicola Sturgeon war ar poent-se ha mat he deus graet !

Hervez al lezenn vreizhveuriat e vo anvet prezident nevez an SNP da vinistr kentañ rak e Bro-Skos evel e Bro-Saoz dre ret ez a da vinistr kentañ prezidant ar strollad en deus gounezet ar votadegoù.

N’eo ket bet lakaet al lezenn war an treuzjener da dalvezout c’hoazh m’eo bet skarzhet ur vaouez abalamour dezhi !
Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Bro-Skos : droukskouer ar « Queer milk group »

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.