Duncan, ur paotrig, a zo ganet en enez North Ronaldsay, da lavaret eo an hini ar muiañ en hanternoz eus enezenneg Orcades. Jorge Suarez ha Alice Traill Ford eo anv e dud. 72 den a zo o chom e North Ronaldsay, un enezenn ma vez diaes bevañ enni hag anavezet evit an deñved niverus o peuriñ war pradoù an enezenn ha betek war bord ar mor ma zebront ar goumon. Betek 2017 e oa ur skol en enezenn, gant ur skoliad nemetken. Siwazh, abaoe emañ serret hag implijet ar savadur gant an dud evit traoù all. Hag e c’hello bezañ digoret en-dro evit Duncan ?
An tad a zo eus Costa-Rica met ar vamm a zo eus North Ronaldsay. Dont a rae en enezenn pa oa yaouank hag emañ ar c’houplad o chom en he zi-familh pe teuont.
Evit mont war North Ronaldsay, dav eo dont gant ar c’harr-nij eus Kirkwall, kêrbenn an Orcades. Ugent munutenn a nij a zo. Pe gant ar ferry, tost teir eurvezh e pad ar veaj.
Pa teuont en enezenn e vez ar familh o chom e Holland House, ur maner savet gant familh Alice hag o doa prenet an enezenn e 1727. He zad-kozh a oa « laird » an tamm douar memes. Ar peurrest eus ar bloaz emaint o chom e Costa-Rica ma labouront en ur skol. Dont a reont ingal e North Ronaldsay, memestra.
Duncan eo ar babig kentañ ganet e North Ronaldsay abaoe tregont vloaz.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.