Blaen (44) : ar penn boeson aljerian a chomo en toull-bac’h

Publicité

Ur goursez a 6 mizvezh toull-bac’h a oa war e chouk dija, tapet e vo gantañ 18 mizvezh ouzhpenn !

D’an 13 a viz even 2022 an den, ganet en Aljeria 44 vloaz zo, a oa mezv-dall ur wech ouzhpenn e bourk Blaen e Liger-Atlantel. Serret gant an archerien e kanas pouilh dezho par ma c’hellas a-raok bezañ kaset d’an ospital. D’an 29 a viz eost e oa prest d’en em lazhañ. Pellgomz a reas d’ar bomperien met pa arrujont e stlapas ur gountell warno ! E miz du e skoas gant daou gomper dindan boeson a oa en e gambr gantañ. Ur barrad a sotonioù hag a zegasas anezhañ dirak lez-varn Sant-Nazer.

Dispartiet (aet eo kuit e wreg), o pourmen e galite hag e feneantiz e straedoù Blaen, ur paour-kaezh eo deuet da vezañ, ar boeson eo e vestr.

En toull-bac’h e oa, chom a raio ennañ goude ar varnadenn.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Blaen (44) : ar penn boeson aljerian a chomo en toull-bac’h”

  1. Fañch dit :

    « O pourmen e galite hag e feneantiz » : da vihanañ oc’h fentus. Ret eo din anzav em eus c’hoarzhet o lenn kement-se.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.